Ur pennad Ramona zo ivez.

Ramona zo ur romant istorel saoznek savet gant ar skrivagnerez stadunanat Helen Hunt Jackson, e 1884.

Embannadur ar romant e 1893

Kontañ a ra darvoudoù war-lerc'h ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, c'hoarvezet etre 1846 ha 1848, hag un abadenn eus istor un emzivadez yaouank, hironez amerindian anezhi, e Kalifornia, hag a c'houzañv ar gwallziforc'hañ hag an dienez. Da gentañ e voe embannet a dammoù sizhuniek er gazetenn Christian Union ha brud a dapas. Goude e voe moulet en ul levr, hag un 300 embannadur zo bet. Pevar film zo bet ivez, hag ur ganaouenn brudet, poent zo bet.

Merket don eo bet sevenadur Kalifornia ar c'hreisteiz gant ar romant.

Kanaouenn kemmañ

Anavezet eo bet e Breizh ar ganaouenn c'hallek Ramona, kanet gant Tino Rossi, hep gouzout e teue eus ur film saoznek tennet eus ar romant-se.