Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn pe sintagm (saoz: phrase) evit komz eus ur strollad gerioù gante un arc'hwel nemetañ e-keñver framm kevreadurezhel ur frazenn hervez perzhioù yezhadurel penn ar rannfrazenn, da skouer:

Rannfrazenn anv:
an ti e fin ar straed

Ur rannfrazenn anv eo hounnezh dre m'he deus un anv-kadarn da benn hag en em derc'hel a ra neuze ar rannfrazenn-mañ evel un anv e-keñver kevreadurezh ur frazenn, da skouer gallout a ra talvezout da rener ur frazenn ha gallout a ra bezañ lakaet ur raganv en he flas.

E yezhoù zo, ar galleg hag ar spagnoleg, e c'heller sevel frazennoù dibenn, keñveriit da skouer :

Rannfrazennoù anv dibenn
Spagnoleg
Me gusta la Ø verde
Galleg
J'aime la Ø verte

Er frazennoù-mañ e talvez ar ger-mell + anv-gwan ("la verde" / "la verte") da rannfrazenn anv ha prezegad ar frazenn, da lâret eo amañ renadenn eeun ar verb.

E brezhoneg hag e saozneg n'haller ket sevel rannfrazennoù dibenn a-seurt-se hag ur rannfrazenn anv a rank kaout da benn anezhañ un anv pe ur raganv atav, da skouer

Rannfrazenn anv gant ur penn ret
Saozneg
I like the green one
Brezhoneg
Me 'gav mat an hini c'hlas

Rummataet e vez ar rannfrazennoù hervez bep o fenn:

en tu all d'ar straed

Rannfrazennoù lerc'hennek a vez graet eus ar rannfrazennoù kevatal savet gant lerc'hennoù.

Ar c'hazh du
Ar c'hazh war an doenn
O lenn emañ
Lammit!
Leun a dud
aketus-tre « Hen ober a ra aketus-tre »


Gwelit ivez: kemmañ