Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn adverb pe sintagm-adverb (saoz: adverbial phrase) evit komz eus ur rannfrazenn ganti un adverb da benn anezhi.

E pep rannfrazenn adverb e c'hell bezañ ouzhpenn un adverb, ma vez graet "adverboù kreñvaat" ouzh ar re ouzpennet d'an adverb pennañ. E brezhoneg e vez implijet lostgerioù alies, da lâret eo morfemennoù stag kentoc'h evit leksemaoù emren, evit ober diouzh seurt elfennoù kreñvaat, da skouer :

Adverb pennañ
redeg buan a rae
Adverb kreñvaat
redeg buan-tre a rae

Pennañ eo an adverb buan er frazennoù skouer-mañ rak bez' e c'heller tennañ kuit an adverb kreñvaat a eil-renk -tre hep ma teufe ar frazenn da vezañ amreizh e-keñver yezhadur ar brezhoneg met n'heller ket lemel kuit an adverb buan, da skouer :

*redeg tre a rae

Talvezout a ra ar rannfrazennoù adverb da doareañ pe spisaat ster ur verb pe ur rannfrazenn verb pe c'hoazh un islavarenn pe ur frazenn a-bezh.

E brezhoneg ne vez ket diforc'het atav stumm un anv-gwan diouzh hini un adverb, keñveriit da skouer :

Adverb
brezhoneg : Komz a ra flour
saozneg : He speaks smoothly
Anv-gwan
brezhoneg : Flour eo e gomzoù
saozneg : His words are smooth


Gwelit ivez: kemmañ