Reichskommissariat Ukraine

Reichskommissariat Ukraine (RKU, "Komiseriezh stadel Ukraina") a oa bet savet gant an nazied e 1941 e-kerzh an Eil Brezel-bed. Un doare dalc'herezh trevour e oa war darn eus an tiriad ukrainat aloubet gant an Trede Reich (gant lodennoù e tiriad Eil republik Polonia hag e Belarus a-vremañ).

Reichskommissariat Ukraine
Reichskommissariat, melestradurezh tiriadel
Deiziad krouiñ1941 Kemmañ
Anv er yezh a orinReichskommissariat Ukraine, Райхскомісаріат Україна Kemmañ
Yezh ofisielalamaneg, ukraineg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Kêr-bennRivne Kemmañ
Penn an aotrouniezhErich Koch Kemmañ
MoneizReich karbovanets Kemmañ
Raklec'hiet gantRepublik Soviedel Ukraina Kemmañ
Heuliet gantRepublik Soviedel Ukraina Kemmañ
Yezh implijetukraineg, alamaneg Kemmañ
Deiziad divodadur1944 Kemmañ

Meret e oa gant Ministrerezh ar Reich evit an tiriadoù aloubet er Reter dindan urzh ar penn-uhel Alfred Rosenberg, an ideologour nazi brudet. Adalek miz Gwengolo 1941 betek miz Eost 1944, ar Reichskommissariat a oa meret en gwirionez gant Erich Koch, un nazi strizhkredour evel Reichskommissar hag a heulie rik urzhioù Adolf Hitler end-eeun.

E-touez kefridioù ar velestradurezh e oa peoc'haat ar rannvro ha gounit douaroù, evit brasañ mad an Alamaned : ar madoù diazez kement hag an dud gwelet evel sklaved. D'ar 17 a viz Gouhere 1941, Adolf Hitler en doa embannet ur dekred Führer a roe palioù resis d'ar velestradurezh en tiriad nevez-aloubet ha nevez-savet.

A-raok an aloubadeg alaman, Ukraina a oa ul lodenn eus Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel. Annezet e oa gant Ukrainiz, Rusianed, Yuzevien, Belarused, Roumaned, Poloniz ha Romed (tsiganed). An amkan pennañ e oa an tiriadoù-se evit emled an Trede Reich ha politikerezh gouennelour an nazied. Ar pal e oa alamanekaat an douaroù-se hag ouzhpennañ anezho en Großgermanisches Reich. Eus mennad al Lebensraum ("douaroù bevañ") embannet gant Hitler en e levr Mein Kampf eo ez eus kaoz amañ. Politikerezh lazhadegañ an nazied lakaet e pleustr en Ukraina, harpet gant kenlabourerien ukrainat, a oa bet unan ramzel gant milionoù a drevourien lazhet e-kerzh an dalc'herezh gant lazhadegoù etre 900 000 hag 1,6 milion a yuzevien hag ouzhpenn-se etre 3 ha 4 milion a Ukrainiz na oant ket yuzevien. Hervez mammennoù all e istimer e voe lazhet 5,2 milion a drevourien ukrainat (an holl strolladoù gouennel kemmesket) lazhet dre torfedoù a-enep Mab-Den, kleñvedoù, ha naonegezh. Ar pezh a dalvez e vije bet lazhet un tammig ouzhpenn 12% eus poblañs Ukraina ar mare-se.