Republik Ancona a voe anezhi etre 1797 ha 1798. Kêr Ancona hag ar Marca Anconitana (Marz Ancona) a oa dindan Stadoù ar Pab d'ar c'houlz-se.

Banniel Ancona (Stadoù ar Pab)
Banniel Republik Ancona

P'edo ar mennozhioù a-du gant ar frankiz o vont war-raok e voe aesaet d'ar C'hallaoued. Ganto e voe sikouret sevel Republik Ancona a voe embannet d'an 19 a viz Du 1797, ken na voe enteuzet e Republik Roma d'ar 7 a viz Meurzh 1798.

Banniel kemmañ

Republik Ancona a oa dezhi ur banniel triliv gant anv ar republik er c'hreiz. Livioù kêr a-gozh e oa ar ruz hag ar melen, hag abalamour da Vro-C'hall eo moarvat e voe lakaet ar glas ouzhpenn.