"Republik Italia" a zegas amañ, d'ur pennad diwar-benn ar republik savet en hanternoz Italia, da vare Napoleon Bonaparte. Evit stad Italia bremañ, sellit ouzh Italia. Evit sterioù all ar ger, sellit Italia (disheñvelout).

Republik Italia (Repubblica Italiana en italianeg) a oa ur stad krouet e hanternoz ledenez Italia e 1802 hag a badas betek ar 17 a viz Meurzh 1805. Savet e oa diwar douaroù ar Republik Cizalpin e hanternoz ledenez Italia.

Banniel Republik Italia a oa ennañ an tri liv a adkaver e banniel Italia bremañ.

Ur stad suj da Vro-C'hall e oa, stag ouzh ar C'hentañ Republik C'hall da gentañ hag ouzh an Impalaeriezh C'hall Kentañ goude, dindan renerezh Napoleone Buonaparte.

Hanternoz ledenez Italia er bloavezh 1803.

Orin kemmañ

D'ar 26 a viz Genver 1802 e voe kemmet bonreizh ar Republik Cizalpin gant he c'hannaded evit ma c'hallfe Napoleon Bonaparte dont da vezañ prezidant ar Republik. Gant stumm nevez ar vonreizh e voe roet un anv nevez d'ar vro ivez, a oa enni douaroù ar republik kent, da lavaret eo Lombardia ha Romagna. Milano e oa ar gêr-benn.

Banniel kemmañ

Miret e voe tri liv ar banniel a oa en implij gant ar Republik Cizalpin, hogen kemmet e voe ar stumm anezhañ : ur garrezenn wer a oa e-kreiz ur romb gwenn a oa e-unan en ur garrezenn ruz.

Ar stumm-se a gaver c’hoazh hiziv an deiz, evit banniel prezidant ar republik en Italia.

Dibenn kemmañ

Pa zeuas Napoleon Bonaparte da vezañ Impalaer Bro-C'hall, e 1805, e teuas Republik Italia da vezañ Rouantelezh Italia, gant Napoleon e-unan da roue hag e lezvab Eugène de Beauharnais da vesroue.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.