Republik Riograndense

Ar Republik Riograndense ( República Rio-Grandense e portugaleg) pe Republik ar Rio Grande (met unan all zo en anv-se), pe Republik Piratini (diwar anv kêr Piratini), a zo ur stad dizalc'h a zo bet e Rio Grande do Sul , e Brazil, e-pad 9 bloaz, en XIXvet kantved, etre 1836 ha 1845[1]. Ne voe ket anavezet gant stad all ebet, met ur Vonreizh a voe votet e 1843[2].

Republik ar Rio Grande
Bento Gonçalves da Silva, prezidant Republik ar Rio Grande. Mirdi Júlio de Castilhos, Porto Alegre.

Embannet e voe an dizalc'hted gant Antônio de Souza Netto, a lakeas envel Bento Gonçalves da Silva evel prezidant kentañ e-pad an emsavadeg a droas da Brezel ar Farrapos, kaset en-dro gant jeneraled estren o devoa brezeliet er brezel etre Arc'hantina ha Brazil hag a embanne e oa arabat ober emglev etre Impalaeriezh Brazil hag ar Republikaned. E 1839 e voe savet ur c'hengevredad gant Republik Piratini hag ar Republik Juliana (República Juliana e portugaleg), ur republik berrbad e Santa Catarina a embannas bout dizalc'h er bloavezh-se end-eeun. E miz Du 1839 avat e voe trec'het ar Republik Juliana.

Pemp kêrbenn a voe d'ar Republik en ur ober he nav bloaz buhez:

Fin a voe lakaet d'ar brezel etre ar Republik hag Impalaeriezh Brazil gant Feuremglev Ponche Verde[3].

Notennoù kemmañ

  1. History of the Flag of the Riograndense Republic:
  2. Constitution of the Rio-Grandense Republic (dated 1843)
  3. Background on the Farrophilha revolution:

Levrlennadur kemmañ

  • (pt) Varela, Alfredo. História da Grande Revolução. 6v. Ed. Instituto Histórico e Geográfico do Rio Grande do Sul. Porto Alegre, 1933.

Liamm diavaez kemmañ