Republik Soviedel Hungaria

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel Hungaria (hungareg: Tanácsköztársaság), bet krouet en Hungaria d'an 21 a viz Meurzh hag aet da get pevar miz war-lerc'h e penn-kentañ miz Eost 1919.

Republik Soviedel Hungaria
bro istorel
Deiziad krouiñ21 Meu 1919 Kemmañ
Anv er yezh a orinMagyarországi Tanácsköztársaság Kemmañ
Yezh ofisielhungareg Kemmañ
Kan broadelKan Etrebroadel al Labourerien Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennBudapest Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityHungaria Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°29′0″N 19°2′0″E Kemmañ
Renad politikelrepublik soviedel Kemmañ
Korf lezenniñNational Assembly of Soviets Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh Kemmañ
Erlec'hiet gantHungarian Republic Kemmañ
Erlec'hiañ a raFirst Hungarian Republic Kemmañ
Yezh implijethungareg Kemmañ
Deiziad divodadur1 Eos 1919 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Hungary Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Hungary Kemmañ
Map

An eil Republik Soviedel an hini e oa en istor ar bed goude an hini gentañ bet krouet e Rusia e 1917.

Da-heul ar C'hentañ Brezel Bed hag a lakaas fin da Impalaeriezh Aostria-Hungaria ne zeuas ket a-benn gouarnamant ar c'hont Mihály Károlyi da lakaat Hungaria war-sav evel ur vro emren d'ar mare-se. Goude c'hwec'h miz e penn ar gouarnamant e oa bet skarzhet ha staliet e oa en e lec'h ur c'hengevredad enni sokial-demokrated ha komunourion.

Bihan-tre e oa Strollad Komunour Hungaria d'ar mare-se met oberiant-kenañ e oa izili ar strollad ha mont a reas buan-ha-buan war gresk goude ma oa bet krouet er penn-kentañ-holl un nebeud mizioù a-raok en un ostaliri eus Moskov, d'ar 4 a viz Du 1918. Gant Béla Kun e penn ar strolladig izili kentañ e loc'hjont kuit eus Rusia ha skeiñ war-du Hungaria e lec'h ma teuas meur a hini a-benn da emezelañ er Strollad. E miz C'hwevrer 1919 e oa etre 30.000 ha 40.000 ezel en holl er Strollad, en o zouez kalz a dud dilabour, tud bet soudarded, tud yaouank hag izili eus ar minorelezhioù etnikel.

Krouet e oa bet gant Kun ur gelaouenn gomunour anvet Vörös Újság ("Keleier Ruz") a dalveze da sevel o mouezh a-enep da doareoù-ober gouarnamant Károlyi ha mont a reas war ledanaat levezon ha galloud ar Strollad Komunour er mizioù da-heul.

Kregiñ a reas ar gomunourion hag an dud a save a-du gante da aozañ manifestadegoù, hag en o zouez manifestadegoù da sevel a-enep da gelaouennoù na oant ket a-du gante evel d'an 20 a viz C'hwevrer ma varvas 7 den, en o zouez un archer, pa oa bet taget gante burevioù Népszava ("Bed ar Bobl"), kelaouenn ar sokialour-demokrated. Da heul e oa bet treuzimpljet an darvoudoù-se gant ar gouarnamant evel un digarez evit herzel pennoù Strollad Komunour Hungaria ha da verzañ Keleier Ruz. Kriz-tre e oa bet an harzadegoù ha sevel a reas ar boblañs a-du gant ar gomunourion dre vras. D'ar 1añ a viz Meurzh e oa bet laosket ar Strollad da embann ar gelaouenn adarre hag addigoret e oa bet sez ar Strollad. Laosket e oa bet ivez ar gomunourion vac'het da resev tud en o frizon hag evel-se e oa bet gouest pennoù ar Strollad da heuliañ ar vuhez politikel.

Goude ma oa bet resevet gantañ an Ultimatum Vix ma c'houlenne groñs Frañs e kilfe pelloc'h Arme Hungaria ha ma laoskfe un takad eus ar vro war o lerc'h, d'an 20 a viz Meurzh e tisklêrias Károlyi e oa gouarnamant Dénes Berinkey o vont da reiñ e dilez, en ur gemmenn e vefe savet ur gouarnamant ennañ sokial-demokrated hepken dre ma oa hennezh, hervezañ, ar strollad ma save a-du gantañ an darn vrasañ eus ar boblañs. Kroget e oa bet da neuze klask dont a-benn da dizhout un emglev gant ar gomunourion evit gallout lakaat e pleustr ur gouarnamant kevredet ha divizet e oa bet kenstrollañ an daou strollad en ur strollad unvan nevez, gantañ an anv Strollad Sokialour Hungaria. Ne oa ket kemennet an diviz-se d'ar Prezidant Károlyi avat, enep-komunour ma oa, ha daoust ha ma krede e oa bet savet ur gouarnamant sokialour, e gwirionez e oa an muiañ a bouez ennañ gant ar gomunourion.

Ne blije ket re d'ar sokial-deomokrated ar brezel a-du gant an Entente, met ne c'hallas ar cheñchamant gouarnamant nemet lakaat Hungaria da vont war du Rusia Soviedel.

Pennoù Republik Soviedel Hungaria: Tibor Szamuely, Béla Kun, Jenő Landler. Delwenn e Budapest.

Diwar skouer Lenin e oa bet staliet gant Kun ur gouarnamant anvet ar C'huzul-Ren Dispac'hel ha gantañ e oa bet disklêriet Republik Soviedel Hungaria goude skarzhañ Prezidant Károlyi d'ar 21 a viz Meurzh. Goude un nebeud deizioù e oa bet skarzhet an holl sokial-demokrated diouzh ar gouarnamant gant ar gomunourion ivez. Gant ar gouranamant komunour nevez-se e oa bet lakaet fin da wirioù ispisial ha titloù an noblañs, disrannet e oa bet an iliz diouzh ar Stad ha gwarezet e oa bet gwir pep hini da lâret soñj ha d'en em vodañ, krouet e oa bet un deskadurezh digor d'an holl hag evit mann ha gwarezet e oa bet gwirioù yezhoù ha sevenadurioù ar minorelezhioù.

Gant ar gouranamant komunour e oa bet lakaet dindan beli ar Stad an armerzh hag ar c'henwerzh hag ivez an araezioù treuzdougen, an tiez-bank, ar vezegiezh, ar savadurioù sevenadurel hag an holl tachennoù douar en tu-hont da 40 Ha hag an doare ma veze ingalet etre ar boblañs an tiez.

Kas a reas ur gemennadenn da RSKS Rusia o tisklêriañ e oa bet staliet "diktatouriezh ar broleteriezh" en Hungaria ha pediñ a reas anezhe da sevel ur feuremglev gante evit en em difenn a-enep an Entente. A-du e oa Rusia evit dont da sikour Republik Soviedel HUngaria met re a gudennoù a oa dija e Rusia abalamour d'ar brezel diabarzh ha diavaez.

Menel e-unan penn a reas gouarnamant nevez Hungaria neuze, ha rankout a reas sevel Gwarded Ruz Hungaria dindan ren Mátyás Rákosi

Lakaet e oa bet diaes Republik Soviedel Hungaria dre m'en em gave etre daou enebour, Roumania ha Tchekoslovakia, hag aloubet e oa bet gant Roumania a-benn ar fin da-geñver kreiz miz Ebrel 1919.

Herzhel a reas ar Warded Ruz ouzh Roumaniz da vont pelloc'h a derc'hel a rejont pell oute. E miz Gouere e oa bet goulennet groñs ouzh ar Republik gant Prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, e chomfe a-sav Arme Ruz Hungaria ha kinniget e oa bet gantañ klask kaout un emglev diwar-benn lec'hiadur bevennoù Hungaria.

Mont a reas galloud komunourion Hungaria war wanaat avat pa oa bet kaset da benn gant gouarnamant komunour nevez Antal Dovcsák rebouserezh da heul an taol c'hwitet bet savet a-enep dezhe gant ar Sokial-demokrated Vroadel e miz Mezheven.

Gant al lezioù-barn dispac'hel e oa bet barnet ha lakaet da vervel 590 den bet a oa tamallet oute bezañ bet kemeret perzh en taol a-enep d'ar gouarnamant komunour. Dont a reas da vezañ anavezet ar prosez-se evel ar "Spont Ruz" hag abalamour dezhañ ec'h eas war zigreskiñ brud vat ar gomunourion dre ar vro.

Diaezetoc'h-diazetañ e teuas da vezañ evit Republik Hungaria derc'hel penn ouzh daou enebour. Dreist-holl abalamour ma oa aet an darn vrasañ eus ar gomunourion feal da gemer perzh er brezel met abalamour ivez ma oa kollet fiziañs ar boblañs er Strollad Gomunour. Degemer a reas neuze ar c'hinnig bet graet outañ gant an Entente a-benn lakaat Roumania da guitat Hungaria keit ha ma vefe kuitaet Tchekoslovakia gant Hungaria.

O vont kuit diouzh Tchekoslovakia e oa bet lezet Republik Soviedel Slovakia etre daouarn Arme Tchekoslovakia hag aloubet e oa bet ar Republik Sovidel-se ganti ha diskaret. Diouzh an tu all, avat, ne gilas ket Roumania evel m'he dije ranket ober hervez an emglev, ha taget e voe Budapest ganti.

Trec'h e oa an Entente a-benn ar fin ha tec'hel a reas Béla Kun betek Aostria d'ar 1añ a viz Eost gant komunourion all a renk uhel ha ne vanas war o lerc'h e Budapest nemet un niver bihan a stourmerion, en o zouez György Lukács. Dilennet e oa bet ur gouarnamant nevez gant Soviedad Labourerion Budapest gant Gyula Peidl en e benn, met ne badas nemet un nebeud devezhioù rak d'ar 6 a viz Eost e tegouezhas Arme Roumania e Budapest ha lakaet e oa fin d'ar republik Soviedel.

Kregiñ a reas da neuze un taol-chase kriz a-enep d'ar gomunourion anvet ar "Spont Gwenn" ha lazhet e oa bet hep tamm prosez ebet meur a hini hag a oa savet a-du gant ar Republik Soviedel ha bac'het e oa meur a hini all. Leusket e oa an darn vrasañ anezhe da vont kuit d'an Unaniezh Soviedel war-lerc'h, da vare ren Horthy goude ma oa bet sinet un emglev a denne d'an eskemmoù prizonidi etre Hungaria hag URSS.

Gwelit ivez kemmañ