Republik Weimar eo anv ar ren a voe er Reich alaman etre 1919 ha 1933. Goude trec'hidigezh Alamagn er Brezel bed kentañ ez eo e kêr Weimar ma voe bodet ar vodadeg vroadel alaman ha gant hec'h izili e voe savet bonreizh Weimar hag a voe degemeret d'an 31 a viz Gouere 1919.

''Weimarer Republik''
Republik Weimar
Banniel Republik Weimar Skoed-ardamez Republik Weimar
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Das Lied der Deutschen
Lec'hiadur Republik Weimar
Lec'hiadur Republik Weimar
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Berlin
Yezh(où) ofisiel alamaneg
Gouarnamant republik
 - Prezidant Friedrich Ebert (1918-1925), Paul von Hindenburg (1925 – miz Eost 1934)
 - Kañseller Philipp Scheidemann (1919), Adolf Hitler (1933)
{{{doare_riegezh}}}  
 - Krouidigezh 11 a viz Eost 1919 
 - Lezenn an hollc'halloud 23 a viz Meurzh 1933 
Gorread
 - Hollad 468 787 (1919) km²
Poblañs
 - Stankter 133,1/km²
Moneiz Papiermark (1919-1923)
Reichsmark (1924-1933) ({{{kod moneiz}}})
Gwerzhid-eur (UTC{{{utc_offset}}})
Kod kenrouedad {{{Kod kenrouedad}}}

Ar ren demokratel kentañ a voe en Alamagn eo Republik Weimar. Reuz hag emgannoù diabarzh a voe a-hed Republik Weimar. Mont a reas da netra de facto pa voe tapet ar galloud gant Adolf Hitler e miz Genver 1933. Ez-ofisiel e voe nullet bonreizh Weimar goude an Eil brezel bed, met e gwirionez e voe diskaret ar ren demokratel azalek ar mare ma voe a Nazied e penn an traoù ha pa groujont an Trede Reich.

Dibenn an dispac'h ha diazez ar Republik (1918-1919) kemmañ

Abaoe 1916 e oa renet Impalaeriezh alaman 1871 gant soudarded Oberste Heeresleitung (OHL, renadur uhelañ an arme), ha Paul von Hindenburg eo an hini a oa e penn. Pa voe splann e vefe kollet ar brezel e c'houlennas izili OHL ma vefe aozet ur gouarnamant sivil. D'an 28 a viz Here 1918 e voe kemmet bonreizh 1871, ha dont a reas ar Reich da vezañ un demokratelezh kannadel, ar pezh a oa bet nac'het e-pad 50 vloaz. Azalek ar mare-se e teuas ar c'hañseller da vezañ atebek rak ar Reichstag padal e oa bet atebek rak an impalaer betek-henn. Da gentañ e oa bet soñjet lakaat ar Reich da vezañ ur vonarkiezh kannadel, met dilezet e voe ar raktres dre ma oa reuz er vro. Ouzhpenn ar soudarded o tont en-dro eus an talbenn e save reuz e pep lec'h, ha tud eus an tu-dehou a stourme ouzh re an tu-kleiz.

 
Ur soudard nammet o c'houlenn an aluzenn e straedoù Berlin e 1923

D'an 29 a viz Here e krogas un emsavadeg pa roas urzh pennoù-bras an arme d'ar flodad alaman da vont da vrezeliñ, hep goulenn aotre ar gouarnamant. Didalvez e oa an urzh koulz lavarout, hag en dije gellet lakaat en arvar ar marc'hata a-zivout aozañ ar peoc'h. Bourhziad an div vag eus Wilhelmshaven a zispac'has. Tro-dro da 1 000 martolod a voe harzet gant ar soudarded ha kaset da Giel, hag ar pezh a oa un emsavadeg lec'hel a ledanaas en Alamagn a-bezh. Martoloded all, soudarded ha micherourien a savas a-du gant an dispac'herien, hag a grogas da zilenn « kuzulioù micherourien » enno soudarded ha martoloded, war skouer soviedoù Rusia. Ar galloud sivil ha soudardel a dapjont e meur a c'hêr. D'ar 7 a viz Du e voe tizhet München, ha Loeiz III Bavaria a rankas tec'hout kuit.

Dister a -walc'h e oa ar pezh a c'houlenne ar c'huzulioù er penn-kentañ : goulenn a raent ma vefe dieubet ar vartoloded toullbac'het tra ken. Ne oa ket ar c'huzulioù-se dindan beli ar strollad komunour, dre ma ne oa ket anezhañ c'hoazh. Met anken bras a savas memes tra er renkadoù uhel hag etre, hag aon o doe an dud e teuje Alamagn da vezañ ur republik sokialour.

Disrann a oa ivez e-touez kannaded ar vicherourien : izili USPD (Strollad sokial-demokrat dizalc'h Alamagn), hag o doa c'hoant e vefe aozet ur renad sokialour, a zispartias diouzh (M)SPD (Strollad sokial-demokrat gant ar brasañ niver). Izili (M)SPD a save a-du gant aozañ ur parlamant a zivizas kas an traoù war-raok, ha d'ar 7 a viz Du e c'houlennjont digant an impalaer Wilhelm II reiñ e zilez.

D'an 9 a viz Du 1918 er Reichstag (Berlin) ec'h embannas Philipp Scheidemann e oa krouet ar Republik. Kemend-se a reas div eurvezh a-raok ma vije embannet krouidigezh ar Republik sokialour gant Karl Liebknecht. Er memes devezh e roas ar c'hañseller, ar priñs Max von Baden, tholl e c'halloudoù da Friedrich Ebert, hag a oa e penn MSPD.

 
Philipp Scheidemann oc'h embann krouidigezh ar Republik, d'an 9 a viz Du 1918 e Berlin

D'an 10 e voe krouet ur gouarnamant gant an dispac'hourien, anvet Rat der volksbeauftragten (Kuzul kannaded ar bobl). Ennañ e oa tri ezel eus MSPD ha tri eus USPD. Kenrenet e oa gant Ebert e anv MSPD ha Hugo Haase e anv USPD. Daoust ma oa savet a-du kuzul micherourien Berlin gant ar gouarnamant-se e voe nac'het gant ar spartakisted, hag a oa e tu-kleiz USPD ha kaset gant Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht.

Ebert a c'houlennas neuze ma vefe bodet Kendalc'h kuzulioù micherourien ha soudared ar Reich, ar pezh a c'hoarvezas d'ar 16 a viz Kerzu 1918. An tu-gounid az eas gant MSPD. Ebert a zeuas a-benn da vodañ ur vodadeg vroadel he fal sevel ur vonreizh parlamantel. Ar re a save a-du gant sevel ur republik sokialour a voe lakaet a-gostez neuze.

Dre ma felle da Ebert derc'hel ar galloud war ar vro a-bezh ec'h aozas un emglev gant OHL, renet gant ar jeneral Wilhelm Groener. En emglev-se e oa meneget ne vefe ket kemmet an arme e-keit ma warezfe ar gouarnamant. Diouzh un tu e talveze an emgle e oa asantet ar gouarnamant gant an arme ha neuze e voe sioulaet ar renkadoù etre. Diouzh an tu all e voe gwelet evel trubarderezh izili an tu-kleiz a gave dezho e oa bet disoñjet al labourerien, ha roet pouez d'an arme hag a oa hervezo ur strollad mirour en defe kalz a levezon war Republik Weimar. D'an 11 a viz Du 1918 e voe sinet an arsav-brezel.

Abalamour d'an emglev etre an arme hag ar gouarnamant nevez e voe rannet renkad ar vicherourien etre SPD ha KPD). Splann e teuas an troc'h da vezañ d'an 23 a viz Du 1918 pa c'houlennas Ebert digant OHL lakaat un termen d'un emsavadeg e Berlin. Kalt du gloazet ha tud varv a voe ha neuze e c'houlennas an tu-kleiz disrannañ diouzh MSPD, rak soñjal a rae dezho e oa bet un emglev etre MSPD hag an arme a-benn lakaat un termen an dispac'h. Izili USPD a guitaas neuze Kuzul kannaded ar bobl. Brasoc'h c'hoazh e voe an troc'h e miz Kerzu pa voe savet Strollad komunour Alamagn (KPD) gant ar Sparatkisted ha strolladoù all a save a-du gant ar varksouriezh dispac'hel.

Labourerien Berlin a glaskas aozañ ur renad sokialour e miz Genver, ha gwasket e voent gant izili Freikorps. D'ar 15 a viz Genver e voe lazhet Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht. Diwar c'houlenn Ebert e voe barnet ar vuntrerien gant ul lez arme ha n'eo ket unan sivil, ha skañv e voe ar c'hastiz.

D'an 19 a viz Genver 1919 e voe aozet dilennadegoù ar gannaded. Dre ma ne oa ket aozet mat strolladoù an tu-kleiz (izili KPD o doa nac'het kemer perzh) ez eo ar re gerreizh a dapas kaout an tu-gounid. SPD a dapas kaout 45% eus ar mouezhioù hag Ebert a zeuas da vezañ kentañ Reichspräsident Republik Weimar. Dre ma oa emsavadegoù e Berlin e rankas izili ar vodadeg vroadel en em vodañ e Weimar, sed orin anv ofisiel ar republik.

E-kerzh ar c'hendivizoù e Weimar e kendalc'h an emsavadegoù e lec'h all. Ur republik soviedel a voe embannet e München, diskaret e voe e miz Mae 1919 gant izili Freikorps ha soudarded. Met arv stourmoù a gendalc'has er peurrest eus ar vro, da skouer er reter, ma oa chomet feal an dud d'an impalaer dre ma ne felle ket dezho e vefe aozet ur republik.

E-pad ar mare-se e voe sinet Feur-emglev Versailhez,ennañ anv a zigreskiñ a galz an arme alaman, paeañ dic'haou brezel hag anzav bezañ pennkaoz d'ar brezel. Evele-se tiwanas mojenn an taolioù kontell dre a-dreñv hag a reas berzh. Adolf Hitler (e-touez re all) a rebechas sinañ ar feur-emglev-se.

D'an 11 a viz Du 1919 e voe embannet ar vonreizh nevez gant Friedrich Ebert, hag a oa prezidant ar Reich.

Länder Republik Weimar kemmañ

Länder Kêr-benn
  Stad dieub Anhalt (Freistaat Anhalt) Dessau-Roßlau
  Republik Baden (Freistaat Baden) Karlsruhe
  Stad dieub Bavaria (Freistaat Bayern) München
  Stad dieub Braunschweig (Freistaat Braunschweig) Braunschweig
  Stad pobl Hessen (Volksstaat Hessen) Darmstadt
  Stad dieub Lippe (Freistaat Lippe) Detmold
  Stad dieub Mecklenburg-Schwerin (Freistaat Mecklenburg-Schwerin) Schwerin
  Stad dieub Mecklemburg-Strelitz (Freistaat Mecklenburg-Strelitz) Neustrelitz
  Stad dieub Oldenburg (Freistaat Oldenburg) Oldenburg
  Stad dieub Prusia (Freistaat Preußen) Berlin
  Sachsen-Coburg (Sachsen-Coburg) – teuzet e Bavaria e 1920 Coburg
  Stad dieub Saks (Freistaat Sachsen) Dresden
  Stad dieub Schaumburg-Lippe (Freistaat Schaumburg-Lippe Bückeburg
  Thüringen - azalek 1920 Weimar
  Waldeck-Pyrmont – teuzet e Prusia e 1921/1929 Arolsen
  Stad dieub pobl Württemberg (Freier volksstaat Württemberg) Stuttgart
Kêrioù-stad
  Bremen
  Hamburg
  Lübeck
Stadoù a yae d'ober Thüringen e 1920
  Stad pobl Reuß (Volksstaat Reuß) Gera
  Sachsen-Altenburg Altenburg
  Sachsen-Gotha Gotha
  Sachsen-Meiningen Meiningen
  Sachsen-Weimar-Eisenach Weimar
  Schwarzburg-Rudolstadt Rudolstadt
  Schwarzburg-Sondershausen Sondershausen

Penn-kentañ ar Republik: stourmoù diabarzh ha kudennoù ekonomikel (1919-1923) kemmañ

War dachenn ar politikerezh kemmañ

 
Alamagn goude feur-emglev Versailles.
  • ██ Tiriadoù kollet gant Alamagn ha staget ouzh broioù all
  • ██ Tiriadoù kollet gant Alamagn ha meret gant Kevredigezh ar Broadoù
  • ██ Alamagn (1919–1935)
  • A-boan krouet Republik Weimar e savas reuz. Tud an tu-kleiz pellañ a gave dezho e oa bet trubardet emsav ar vicherourien gant ar sokialourien demokrat hag a oa en em lakaet a-du gant mirourien e-lec'h kenderc'hel gant an dispac'h komunour. Re an tu-dehou ne savent ket a-du gant an demokratelezh, ha gwelloc'h e oa dezho ur stad veliek evel ma oa bet Impalaeriezh 1871.


    D'an 13 a viz Meurzh 1920 e voe aozet putsch Kapp. Izili Freikorps a aloubas Berlin gant asant komandant ar gêr, ar jeneral von Lüttwitz ha laaket e voe Wolfgang Kapp, ur c'hazetenner eus an tu-dehou da gañseller ar gouarnamant nevez. Ebert ha parlamant Berlin az eas neuze da Zresden. Diouzhtu e voe galvet d'an harz-labour hollek, hag a badas pevar devezh. Kapp hag izili Freikorps a rankas dilezel ar galloud d'ar 17 a viz Meurzh. Un davroud arouezius e voe memes tra, dre ma nac'has an arme mougañ an emsavadeg, daoust da urzhioù Ebert.

    Diwar skouer an harz-labour hollek e voe aozet un emsavadeg komunour er Ruhr e 1920 : 50 000 den a savas un arme ruz ha ar broviñs a-bezh a voe dindan o dalc'h. Daoust ma ne oa bet roet urzh ebet gant ar gouarnamant e voe diskaret an emsavadeg gant an arme hag izili Freikorps. Emsavadegoù komunour all a voe aozet e miz Meurzh 1921 er Saks hag e Hamburg.

    D'ar 24 a viz Even 1922 e voe lazhet Walter Rathenau, hag eñ ministr an aferioù diavaez, gant izili Aozadur Consul, ur strollad eus an tu-dehou pellañ a rebeche outañ klask tostaat ouzh kevredidi ar Brezel bed kentañ hag ivez ar fed e oa a orin yuzev. Meur a gwalldaol aozet gant strolladoù an tu-dehou pellañ a c'hoarvezas da vare penn-kentañ Republik Weimar ha meur a wech e voe lakaet en arvar.

    Reuz a savas en-dro e 1923 abalamour d'ar monc'hwez. Un arme guzh, "Reichswehr du" hec'h anv, hag enni 20 000 ezel, a glaskas aozañ ur putsch, hag a voe diskaret gant an arme e miz Here. Emsavadegoù dispac'hel a voe aozet e Thüringen, Hamburg hag e Saks, an holl anezho a voe flastret gant an arme. D'an 8 a viz Du 1923 e voe aozet putsch ar bierdi gant Adolf Hitler e München. Daoust ma c'hwitaas ha ma voe berzet NSDAP (savet e 1920) e-pad ur pennad, e teuas da vezañ unan eus ar strolladoù politikel a ziskarfe ar Republik.

    Enkadenn ar moneiz kemmañ

    Talvoudegezh un Dollar US e markoù e Ti-Yalc'h Berlin kemmañ

    Prantad Niver a varkoù
    Gouere 1914 4,2
    Genver 1919 8,9
    Genver 1920 64,8
    Genver 1921 76,7
    Genver 1922 191,8
    Gouere 1922 493,2
    Genver 1923 17 792
    Gouere 1923 353 410
    Eost 1923 4,6 milion
    Gwengolo 1923 98,8 milion
    Here 1923 25,2 miliard
    15 a viz Du 1923 4,2 bilion (4,2 x 1012)

    [1] Goude ar brezel e voe ur monc'hwezh bras-tre, un dreistmonc'hwezh e gwirionez, en Alamagn hag un enkadenn ekonomikel a zeuas da-heul. E 1923 ne oa ket mui gouest ar gouarnamant da baeañ an dic'haou brezel. Arme Frañs ha hini Belgia a aloubas neuze ar Ruhr, ar rannvro alaman ma oa enni ar muiañ a embregerezhioù. D'an 11 a viz Genver 1923 e voe holl vengleuzioù ha holl labouradegoù ar Ruhr dindan o dalc'h. Ur galz d'an harz-labour ha d'ar stourm-gouzañvat a voe graet, 8 miz e padas an traoù, ha kaset e voe armerzh Alamagn d'an traoñ.

    Daoust m'o doa harzet gant o labour e ranke ar vicherourien bezañ paeet gant ar Stad, ha neuze e voe produet kalz moneiz, ar pezh a zegasas ur monc'hwez bras-divent. Talvoudegezh ar mark az eas eus 4,2 mark an dollar da 1000000 mark an dollar e miz Eost 1923, ha betek 4200000000000 mark an dollar d'ar 15 a viz Du 1923. Ken kreñv e oa ar monc'hwezh ken e cheñche ar prizioù dindan un eurvezh, ha ma veze paeet ar vicherourien ur wech pe ziv bemdez, a-benn bezañ sur e talvezfe o gopr un dra bennak. Trok a voe aozet, ar pezh a ziskouez n'o doa ket mui fiziañs an dud er mark.

    Ne voe ket stourmet ouzh ar monc'hwezh evit meur a abeg. Pennoù-bras an embregerezhioù a gave dezho e vefe aesoc'h digreskiñ an dleoù o doa hag aesoc'h ivez ezporzhiañar pezh a produent (ar mark a golle taloudegezh keñveriet gant an monioù all hag e teue ar pezh a oa produet en Alamagn da vezañ marc'had-matoc'h). Kiriek eo ivez ar Stad, rak gant ar monc'hwez e voe aesoc'h dezhi digreskiñ he dleoù ha tizhout kempouez he budjed. D'ar 1añ a viz Kerzu 1923 e voe krouet ur mon nevez, Rentenmark e anv. Roet e veze ur Rentenmark nevez ouzh 1 pour 1000 miliard a varkoù kozh.

    Ur wech degemeret steuñv Dawes e krogas ar gouarnamant da baeañ an dic'haou en-dro, hag arme Frañs a grogas da guitaat ar Ruhr azalek ar 17 a viz Eost 1924.

    Stabilaet ar Republik (1924-1929) kemmañ

    Reizhet an armerzh kemmañ

    Kerkent ha dilennet ec'h ijinas ar c'hañseller nevez, Gustav Stresemann e anv, ar Rentenmark dre ma felle dezhañ lakaat un termen d'ar monc'hwez hag a lakae armerzh ha kevredigezh Alamagn en arvar. Sikouret e voe gant Schacht, hag eñ rener Reichsbank ha gant Hans Luther hag a oa ministr an arc'hant. Ganto e voe savet ur bank nevez, Rentenbank e anv. Meur a wech e voe nac'het gant ar gouarnamant produién arc'hant ouzhpenn, kresket e voe an tailhoù ha digresket dispignoù ar Stad.

     
    Manifestadeg Roter Frontkämpferbund (komunisted) e Schiller-Park e Wedding (Berlin), d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Even 1927. Gwelout a reer Ernst Thälmann (a-gleiz) ha Willy Leow. Thälmann a varvas en ur c'hamp-kreizennañ e 1944

    Er memes mare e voe aozet steuñv Dawes e bal lakaat klotañ an dic'haou gant barregezh Alamagn war dachenn an armerzh. Er memes koulz ivez e voe degemeret Alamagn Kevredigezh ar Broadoù, renket e voe an traoù a-zivout harzoù kornôg ar vro, sinet un emglev a neptuegezh gant Rusia, ha chom a reas a-sav Alamagn gant an dizarmañ. Met kenet araokadenn a voe a voe arc'hantaet gant amprestoù graet e broioù all, neuze e kreskas dle ar vro, tra ma kreske an dilabour ha ma tigreske ar c'henwerzh. An adreizhadennoù aozet gant Stresemann ne wellajont ket gwanderioù Republik Weimar da vat, met hañvalout a reas bezañ un demokratelezh.

    E 1929 e varvas Stresemann ha dibenn oad aour Republik Weimar e voe ivez.

    Diskar Republik Weimar ha donedigezh Hitler (1929-1933) kemmañ

    Kudennoù ekonomikel nevez kemmañ

    Daoust ma oa dereat stad an traoù en Alamagn e oa distabil ar vro dre ma oa dindan dalc'h an diavaez abalamour da zaou dra :

    • divigad ar budjed a oa bras-tre (6,5 miliard a dollaroù), neuze e oa ret enporzhiañ kevala diavaez a-benn postañ e greanterezh ar vro. 40% eus ar c'hevala-se a oa prestet da vankoù Alamagn war verrdermen, ha ganto e veze postet en-dro war hirdermen e greanterezh ar vro. Ma chomfe a-sav ar bankoù diavaez e vefe divarrek neuze bankoù Alamagn da resteurel ar pezh o do amprestet ;
    • daoust ma oa digreskus ar c'henbouez kenwerzh e kendalc'he Alamagn da ezporzhiañ, neuze e oa dindan dalc'h mont en-dro ekonomiezh ar bed. Ma'z afe ar c'hwerzh etrevroadel war zigresk e c'houzañvfe armerzh Alamagn.

    Gant enkadenn 1929 e teuas war-wel gwanderioù armerzh Alamagn. Azalek dibenn 1928 ez eas war zisgresk ar c'hevalaoù a zeue eus an diavaez, dreist-holl re ar Stadoù-Unanet. Gant digresk ar c'henwerzh etrevroadel a c'hoarvezas e 1929 e tigreskas a galz an ezporzhiañ alaman : 25 % digresk etre 1929 ha 1932. An eskemmoù en eskemmdi a zigreskas a galz, hag ar produiñ greantel a zigreskas eus 20 %. D'an 11 a viz Mae e reas freuz-stal Kredit Anstalt, hag a oa bank pouezusañ Aostria.

    C'hwitadenn ar politikerezh ekonomikel ha dispijadur er gevredigezh kemmañ

    Ur spontadeg a voe neuze : an Alamaned n'o doa ket mui fiziañs en o bankoù hag a oa war-nes d'ober freuz-stal, ha neuze ec'h adtapjont holl an argant o doa postet enno. D'an 12 a viz Gouere 1931 e voe embannet gant ar re e karg eus Danatbank ne oant ket evit paeañ o dleoù. En deiz war-lerc'h e voe embannet gant gouarnamant Brüning (Zentrum) e vefe serret an tiez-bank hag ar c'hefioù-espern e-pad ur pennad, a-benn sioulaat an traoù.

    Tizhet e voe neuze armerzh Alamagn gant ar resediñ (digresk ar produiñ hag ar prizioù war dachenn ar greanterezh ha hini al labour-douar) ha war zisgresk ez eas enkefioù ar Stad. Neuze e tivizas ar gouarnamant kas ur politikerezh digresk-moneiz hag adkempouez e vudjed. E miz Meurzh 1930 e voe kresket an tailhoù war an embregerezhioù gant gouarnamant Brüning (Zentrum), ar pezh a zisplijas da bennoù-bras an embregerezhioù. E miz Gwengolo 1931 e voe digresket ar goproù, ar prizioù hag ar fermoù. Krennet e voe ivez war an enporzhiañ, a-benn disgreskiñ an dle diavaez.

     
    Dibunadeg (Gautreffen) nazi e Braunschweig e miz C'hwevrer 1931

    C'hwitout a reas ar politikerezh-se (6 milion a dud dilabour a voe e 1932) ha displijet e voe an holl. D'an 11 a viz Gwengolo 1930 e voe aozet dilennadegoù a-ziaraok : gant KPD ha NSDAP e voe tizhet disoc'hoù uhel, dre m'o doa prometet e vije labour evit an holl. D'ar Mare-se e oa 375 000 ezel e NSDAP.

    Adolf Hitler e penn an traoù kemmañ

    Emgannoù a voe etre Nazied ha komunisted, ha beuzet e voe ar gouarnamant. Da-geñver eil tro dilennadeg ar prezidant d'an 10 a viz Ebrel 1932 e voe trec'h Paul von Hindenburg (39 milion a vouezhioù) war Adolf Hitler (13 milion a vouezhioù). Daoust ma oa mirour Hindeburg o doa ar sokialourien votet evitañ. Dilennadegoù kannaded a voe aozet a-ziaraok d'an 31 a viz Gouere 1932, hag ar muiañniver keñverel a voe tapet gant NSDAP, ur strollad 1,4 milion a izili ennañ. Hindenburg a felle dezhañ lakaat Adolf Hitler da gañseller, met Hitler a nac'has, peogwir n'en em sante ket kreñv a-walc'h. Hindenburg a zivodas neuze ar Reichstag. Da zilennadegoù ar 6 a viz Du 1932 e kollas NSDAP mouezhioù, met pennoù-bras an embregerezhioù a grogas da votiñ evitañ a-ben stankañ an hent d'ar gomunisted.

     
    Ar jeneral Kurt von Schleicher o vont da votiñ, d'an 31 a viz Gouere 1932

    Dibenn an demokratelezh kemmañ

    D'an 30 a viz Genver 1933 ec'h asantas Hitler dont da vezañ kañseller, gant ma vefe aozet dilennadegoù nevez. Azalek ar 4 a viz C'hwevrer e voe berzet kazetennoù sokialour ha komunour. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1933 e voe plantet tan e savadur ar Reichstag gant ur c'homunour dilabour izelvroat, bet touellet moarvat. En deiz war-lerc'h e voe embannet un dekred (Reichstagsbrandverordnung) gant ar prezidant, ma kemenne e oa krennet war ar frankizoù hiniennel.

    Hitler a lavaras e oa bet aozet ar gwalldaol gant ar gomunisted ha neuze e voe berzet KPD hag ivez frankiz ar meno d'an 28 a viz C'hwevrer. Ur bern tud enepnazi a voe harzet neuze. Daoust d'an aergelc'h gwaskus a oa ne dapas kaout NSDAP nemet 44% eus ar mouezhioù da-geñver dilennadegoù ar Reichstag a voe aozet d'ar 5 a viz Meurzh 1933. Harvzet e oe ar gannaded komunour, neuze e voe ar brasañniver gant NSDAP (51 %). D'an 23 a viz Meurzh 1933 e voe votet al lezenn diwar-benn lamedigezh mizer ar Bobl hag ar Reich (441 vouezh a-du, 92 a-enep) ha neuze e voe roet holl ar galloud da Hitler.

     
    Adolf Hitler o kemer ar gaoz er Reichstag, d'an 23 a viz Meurzh 1933

    D'an 12 a viz Du 1933 e voe aozet dilennadegoù all : ul listenn nemetken en em ginnige, enni Nazied nemetken. Dilennet e voe gant 92 % eus ar mouezhioù. Hitler a zivodas neuze holl vodadegoù al Länder hag e stalias ur galloud kreizennet.

    C'hoarvezout a reas an traoù evel ma oant bet raktreset gant Hitler : diouzh lezenn e tizhas ar galloud. Poblelour ha lubanour e oa e brogramm, ha sikouret e oa bet gant strolladoù an tu-dehou ha gant re ar Zentrum, a wele anezhañ evel ur voger a stankfe an hent d'ar gomunisted.

    D'ar 14 a viz Gouere 1933 eteuas NSDAP da vezañ ar strollad politikel nemetañ diouzh lezenn. Hindenburg a varvas d'an 2 a viz Eost 1934, ha nullet e voe dilennadeg ar prezidant. Neuze e vernias Hitler daou garg : prezidant ar Republik ha kañseller (Reichsführer) e voe. Ur referendom a voe aozet, tost da 90 % eus ar voterien a zegemeras ar c'hemm-se. Dre implij ar Führerprinzip ne oa atebek Hitler dirak den ebet. Azalek ar mare-se e lavarer Trede Reich, daoust ma ne voe biskoazh divodet ez-ofisiel Republik Weimar gant an nazied.

    Levrlennadur kemmañ

    • Christian Baechler, L’Allemagne de Weimar (1919-1933), Fayard, 2007, 483 p. (ISBN 978-2-21363-347-3)
    • Horst Möller, La République de Weimar, troet diwar an almaneg gant Claude Porcell, Tallandier, 2005, 367 p. (ISBN 2-84734-191-9)
    • Hans Mommsen, Aufstieg und Untergang der Republik von Weimar (1918-1933), eil embannadur, Econ-Ullstein-List-Verlag, 2001, 742 p. (ISBN 3-54826-581-2)
    • Heinrich August Winkler, Weimar 1918-1933: Die Geschichte der ersten deutschen Demokratie, 4re embannadur, C.H. Beck, 2005, 709 p. (ISBN 3-40644-037-1)

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Liammoù diavaez kemmañ

    Notennoù ha daveoù kemmañ

    1. Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajenn 78