Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rez (saoz.: register) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant tonennoù en ur sistem unvan, da lâret eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis.

E yezhoù 'zo emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezhoù-se. E meur a yezh all avat, ar burmeg hag ar shanghaieg en o zouez, e vez implijet rezioù, enne un donenn hag un doare fonadur resis stag an eil ouzh egile war un dro.

E burmeg ez eus tri pe bevar rez vogalennek:

Rez Fonadur Hirder Live
Izel Plaen plaen izel
Uhel Sourrus hir uhel
Gwigourus Gwigourus plaen uhel
Stanket taol troc'h-avel berr (kemmañ a ra)


Gwelit ivez: kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.