Rhuthun zo ur gêr vihan e biz Kembre, ha pennlec'h Sir Ddinbych. poblet gant 5 218 a dud e 2001 (47% a baotred, 53% a verc'hed ; oad keitat 43 bloaz ; 42% a gembraegerien). Savet eo bet war un dorgenn, war ribl ar stêr Clwyd.

Al lez-varn gozh, adsavet e 1401. Devet e oa bet an ti kent e-pad emsavadeg Owain Glyndŵr.

Ur c'hastell kozh zo e kêr, unan savet war-dro 1280, hag a voe distrujet e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz hag adsavet en XIXvet kantved d'ober ul leti bras. E deroù ar Grennamzer e oa Rhuthun kêr bennañ bro Dogfeiling, unan eus ar c'hombodoù a oa e kantrev Dyffryn Clwyd.

Tud brudet kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Breizh Brieg[1] 1993


Liammoù diavaez kemmañ

Daveoù kemmañ