Richard Francis Burton

Sir Richard Francis Burton
Richard Francis Burton
Sir R. F. Burton e 1864
Luc'hsk. Rischgitz/Stringer
Obererezh barzh, diplomat, douarniour, egiptour, ergerzhour, iskrimer, reteroniour, skrivagner, soudard, spier, troour, tudoniour, yezhoniour
Ganedigezh 19 a viz Meurzh 1821
Torquay, Devon, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv 20 a viz Here 1890
Trieste Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
Personal Narrative of a Pilgrimage to Al Madinah and Meccah] (1855–1856)
The Kasidah of Haji Abdu El-Yezdi (1880)
The Arabian Nights (1885-1888)

Richard Francis Burton (18211890) zo un ofiser saoz en arme an East India Company, diplomat, beajour, yezhour, barzh, skrivagner ha spier eus an XIXvet kantved.
Brudet eo e veajoù en Arabia, Afrika, Amerika, e anaoudegezh eus 29 yezh, e droidigezh eus ar Mil nozvezh hag unan (anvet The Arabian Nights) diwar an arabeg ha hini ar C'hamasoutra.
E daol kaerañ marteze eo e droiad da Arabia, betek Mekka, gwisket e pirc'hirin, met ken brudet all eo e ergerzhadenn da lennoù Afrika, gant John Hanning Speke, war glask andon ar stêr Nil. Eñ eo ar c'hentañ Europead en deus gwelet al lenn Tanganyika.

Konsul Breizh-Veur e voe en Enez Fernão do Pó, Santos, Damask ha Trieste.

E vuhez kemmañ

Richard Francis Burton zo ganet e Torquay, e Devon, d'an 19 a viz Meurzh 1821, daoust ma skriv, en e vuhezskrid, e oa ganet e ti e dud e Barham House, en Elstree, e Hertfordshire. D'an 2 a viz Gwengolo 1821 e voe badezet en iliz Elstree, e Borehamwood. E dad, Joseph Netterville Burton, a oa iwerzhonat, ofiser en arme saoz. E vamm, Martha Baker, a oa pennhêrez un esquire pinvidik eus Hertfordshire. Ur c'hoar, Maria Katherine Elizabeth, en do en 1823, hag ur breur, Edward Joseph, en 1824.

Kalzik e veajas Richard Burton gant e dud pa oa bugel. En 1825 ez ejont da chom da deurgn, e Bro-C'hall. Kelennet e voe gant kelenneien a bep seurt a deue d'o zi. N'eo nemet e 1829 ez eas d'ar skol da vat, e Richmond Green, e Richmond, e Surrey, renet gant ar pastor Charles Delafosse. E-keit-se e veaje e dud etre bro-Saoz, Bro-C'hall, hag Italia. Diskouez a rae Richard Burton bezañ troet da zeskiñ ar yezhoù, rak buan e teskas galleg, italianeg, napolitaneg, latin, ha meur a rannyezh. En e grennoad en dije darempredet ur plac'h yaouank eus ar bobl Rom, ha desket un tamm eus he yezh, ar romani.

En arme (1842–53) kemmañ

 
Burton evel "Mirza Abdullah the Bushri" (war-dro 1849–50)

Hervez a skrivas e-unan, ne oa mat da netra nemet da vezañ "tennet warnañ evit c'hwec'h gwenneg an deiz" ("fit for nothing but to be shot at for six pence a day"),[1], ha se zo kaoz ez eas da soudard gant an East India Company, sachet gant kamaraded-skol a oa eno en e raok. C'hoant en devoa d'en em gannañ e kentañ brezel Afganistan, met echu e oa ar brezel a-raok dezhañ erruout en India. Lakaet e voe en rejimant en Gujarat dindan ar jeneral Charles James Napier. Eno e teskas kaozeal Hindustani, Gujarati, Punjabi, Sindhi, Saraiki ha Marathi, ouzhpenn perseg hag arabeg. Kement e oa aet war-raok e studioù diwar-benn ar sevenadur indian (pe indou) ma voe aotreet gant e gelenner da zougen sae ar vramaned ( "my Hindu teacher officially allowed me to wear the Janeu (Brahmanical Thread)". Kement-se a gav lod diaes da grediñ rak hiroc'h studi en dije ranket ober, yunañ, ha touzañ e benn, nemet marteze e oa kelennet gant ur renavi.

Ergerzhadennoù kentañ a beaj da Mekka (1851–53) kemmañ

 
"Ar Pererin", skeudenn eus levr Burton Personal Narrative (Burton gwisket evel en "Haji Abdullah", 1853)

Broudet gant e c'hoant avanturioù ez eas Burton da c'houlenn skoazell digant ar Royal Geographical Society evit ergerzhout ar broioù-se, hag aotre a voe roet dezhañ gant renerien ar British East India Company da guitaat an arme. Goude seizh vloaz en India e oa kustum Burton ouzh doareoù hag emzalc'h Muzulmaned ha prest en em gave da ober un Hajj (tro-birc'hirinañ da Mekka ha Medina). E 1853 e reas e veaj, ha brud a dapas diwarni. Kemer a reas muzulioù Kaaba Mekka.

Afrika (1854–55) kemmañ

 
Isabel Burton

Distro eus Mekka da Cairo, setu Burton lestret da vont da India da adkavout e rejimant. E Meurzh 1854, e voe lakaet da labourat e rann bolitikel an East India Company, ha kaset da Aden (e Yemen hiriv) e beg ledenez Arabia evit aozañ un ergerzhadenn all, harpet gant ar Royal Geographical Society, en sell da ergerzhout Bro-Somali ha pelloc'h, rak esper en doa Burton da zizoleiñ al lennoù bras en doa klevet anv anezho gant beajourien arab. En Aden e Gwengolo 1854 en em gavas gant al letanant John Hanning Speke evit ar wech kentañ. Hennezh a reas gantañ e vrudetañ ergerzhadenn. Burton a reas al lodenn gentañ eus an droiad e-unan. Bale a reas betek Harar (hiriv en Etiopia), ma ne oa bet taolet troad ebet gant Europead ebet biskoazh c'hoazh.

An tamm -se eus an ergerzh a badas eus-talek an 29 a viz Here 1854 betek an 9a viz C'hwevrer 1855, ma rankas Burton chom pell amzer e porzh Zeila, hwisket en ur marc'hadour arab, da c'hortoz ken na vije kemennet dezhañ e oa diogel an hent da Harar. Eno e voe degaset dirak an Emir, hag e chomas dek devezh, evel kouviad ofisiel, e gwirionez evel prizoniad. Diaes e voe an distro, bihan ar pourvezioù, ma skrivas Burton e vije marvet gant ar sec'hed panevet m'en doa gwelet evned an dezerzh ha gouvezet e ranke bezañ dour nepell.

Goude an droiad-se e prientas Burton da vont adarre gant al letananted Speke, G. E. Herne ha William Stroyan,hag un toullad Afrikaned evel simidi. Pa oant o kampiñ e-tal Berbera, e kouezhas warne ur bagad waranle ("brezelourien")Somali ed. An arsailherien a oa un 200 anezho, a gavas d'an ofiserien. Stroyan a voe lazhet en emgann, Speke a voe prizoniet ha gloazet, unnek gwech, met tapout a reas tec'hel. Burton was impaled gant ur goaf-bann, the point entering one cheek and exiting the other. War-lerc'h ar c'hloaz-se e chomas ur pezh kleizenn a weler mat war e boltredoù. Tec'hel a reas gant an arm en e benn. Souezh ebet eta ma kavas e oa ar Somalied ur "fierce and turbulent race"[2] Daoust da se e voe droug er pennoù-bras abalamour d'an ergerzhadenn c'hwitet, ha savet e voe ur bodad enklask, ac'h eas en-dro e-pad daou vloaz, da c'houzout ha kablus e oa Burton eus an drouziwezh. Didamallet rik e voe, met kement-se ne sikouras ket anezhañ da sevel en arme. Kontañ a ra an arsailh en e First Footsteps in East Africa (1856).[3].

En 1855 e tistroas Burton d'an arme ma voe kaset da vrezeliñ da Krimea. Ober a reas war-dro ar Beatson's Horse, ur bagad Bashi-bazouked, soudarded dindan ar jeneral Beatson, en Dardanelles. Bec'h a voe, emsavadeg e-touez ar soudarded a nac'has sentiñ, divodet ar rejimant, ha tamallet Burton gant ar bodad enklask.

Ergerzhout bro lennoù meur Afrika (1856–60) kemmañ

 
Beajoù Burton ha Speke (1857–58) ha Speke ha Grant (1863).

Tabutoù diwar e benn kemmañ

Tabut a voe diwar e benn en e amzer, hag en arme e veze lesanvet « Dick the Rufian » dre ma ne zouje ket ouzh ar reolennoù nemeur. Met ar gwashañ brud savet dezhañ a oa diwar-benn ar reizh.

Oberennoù kemmañ

Skrivañ a reas ivez ur bern pennadoù evit ar c'helaouennoù.

Notennoù kemmañ

  1. Falconry in the Valley of the Indus, Richard F. Burton (John Van Voorst 1852) - Kessinger Publishing, 2010, ISBN13 978-1164642985, pajenn 93.
  2. In last of a series of dispatches from Mogadishu, Daniel Howden reports on the artists fighting to keep a tradition alive, The Independent, dated Thursday, 2 December 2010.
  3. Burton, Richard (1856). First Footsteps in East Africa, 1st, Longman, Brown, Green, and Longmans. 449–458 p. 

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.