Richard Pottier, bet ganet Ernst Deutsch e Graz (Aostria-Hungaria d'ar mare-se) d'ar 6 a viz Mezheven 1906 hag aet da Anaon e Le Plessis-Bouchard (Val-d'Oise) d'an 2 a viz Du 1994, a oa un den a sinema gall.

Evitañ da vezañ labouret evel azasaer, gourseller ar seveniñ, rener ar skeudenniñ ha saver senarioioù ez eo muioc'h anavezet evel filmaozour. En Alamagn an hini eo en devoa kroget gant e vicher, hag eñ skoazeller ar sevener alaman Josef von Sternberg (da-geñver Der blaue Engel peurgetket).

En e film Destins (1946) eo e voe klevet Tino Rossi o kanañ e ganaouenn Petit Papa Noël evit ar wech kentañ.

E filmoù kemmañ

Filmoù berr kemmañ

evel rener ar skeudenniñ kemmañ

Filmoù hir kemmañ

evel azasaer kemmañ

evel filmaozour kemmañ

evel gourseller ar seveniñ kemmañ

evel saver senario kemmañ