Rihanna

ganerez barbadian

Robyn Rihanna Fenty, anavezet evel Rihanna, a zo ur ganerez R&B bet ganet e Saint Michael, en enez Barbados, d'an 20 a viz C'hwevrer 1988.

Rihanna Fenty e 2018

E 2005 o deuet er-maez he fladenn gentañ, Music of the sun. E renkamant amerikan dek kanaouenn gentañ ar Billboard 200 e oa pignet he fladenn, gant ar ganaouenn Pon de Replay. Bloaz war-lerc'h e oa bet lakaet e gwerzh hec'h eil pladenn, A girl like me, renket kentañ er Billboard Hot 100 gant ar ganaouenn SOS. E 2007 eo deuet er-maez he zrede pladenn, Good girl gone bad, gant ar c'hanaouennoù Umbrella , Shut up & drive, Don't stop the music ha Rehab. E 2009 eo deuet ur bladenn all diwar ar wask, Rated R, gant ar c'hanaouennoù Russian roulette ha Rude Boy. Ur pevare pladenn zo deuet er-maez e fin 2010, hag a zo bet brudet gant ar c'hanaouennoù "Only girl in the world", "S&M", "California King Bed" ha "Man Down".

Rihanna e 2010.

Liammoù diavaez kemmañ