Ar Riksdag (anvet en un doare ofisiel e svedeg: Sveriges Riksdag) eo parlamant Sveden. N'eus nemet ur gambr ouzh e ober, enni 349 c'hannad (anvet e svedeg riksdagsledamöter), dilennet evit pevar bloaz.

Savadur ar parlamant, war enezennig Helgeandsholmen, e-kreiz Stockholm.
Diabarzh ar parlamant.

Emañ ar Riksdag war enezennig Helgeandsholmen, e-kreiz Stockholm.

Dont a ra an anv Riksdag eus an droienn riksens ständer (pe "rikets ständer", "stadoù ar rouantelezh"), a ra meneg eus ar "stadoù" a veze bodet enno dileuridi an tri urzh a oa e kevredigezh Sveden gwechall (noblañs, kloer hag ar re all). Kar eo ar ger Riksdag d'an anv alamanek Reichstag (implijet evit meur a barlamant alaman betek 1945).

Setu amañ ar strolladoù politikel o deus kannaded er Riksdag, abaoe votadeg miz Gwengolo 2014 :

Strolladoù Renerien Sezioù Mouezhioù
Socialdemokratiska Arbetarepartiet Stefan Löfven 113 31,2%
Moderata Samlingspartiet Fredrik Reinfeldt 84 23,2%
Sverigedemokraterna Jimmie Åkesson 49 12,9%
Miljöpartiet de Gröna Gustav Fridolin hag Åsa Romson 25 6,8%
Centerpartiet Annie Lööf 22 6,1%
Vänsterpartiet Jonas Sjöstedt 21 5,7%
Folkpartiet Liberalerna Jan Björklund 19 5,4%
Kristdemokraterna Göran Hägglund 16 4,6%
En holl 349 96%