Roberto Carlos Braga

Ur pennad Roberto Carlos zo ivez.

Roberto Carlos, pe Roberto Carlos Braga, ganet e 1941, lesanvet « o Rei » (ar roue) zo ur c'haner ha sonaozer brazilan eus ar re vrudetañ en e vro.

Roberto Carlos
Roberto Carlos

E vuhez kemmañ

Bugaleerezh kemmañ

Ganet eo Roberto Carlos e Cachoeiro de Itapemirim e stad Espírito Santo, ha pevare ha diwezhañ bugel an horolajer Robertino Braga hag ar gemenerez Dona Laura Moreira Braga.

Breudeur ha c'hoarezed en doa Roberto Carlos, a veze graet Zunga anezhañ pa oa bihan: Lauro Roberto Braga, Carlos Alberto Braga ha Norma Moreira Braga, moranvet Norminha. E karter Recanto edo an tiegezh Braga o chom, en un ti teusk. Seniñ gitar ha piano a zeskas Roberto Carlos, gant e vamm da gentañ, e skol-sonerezh Cachoeiro do Itapemirim goude. En amzer-se e oa sot gant Bob Nelson, ur c'haner hag a veze gwisket en cowboy hag a gane sonioù ha ne oant ket country c'hoazh, hag en portugaleg. Bountet e voe gant e vamm da ganañ en un abadenn skingomz evit ar vugale er Rádio Cachoeiro de Itapemirim. Amor y más amor eo a ganas. A-benn ar fin e c'hounezas ar priz, ur pakad madigoù. Div sizhun goude e c'hounezas adarre. Ha neuze ez eas bep sul d'ar skingomz da ganañ.

Liammoù diavaez kemmañ