Rodrigez

enez en meurvor Indez

Enez Rodrigez, pe Rodrigues, (Rodrigues Island Region e saozneg, Île(s) Rodrigues e galleg, Zil Rodrigues e kreoleg) a zo un enezenn damemren eus Republik Moris.

Lec'hiadur Rodrigez.
Kartenn an enez.
Banniel Rodrigez.

An anv kemmañ

Dont a ra anv an enez eus hini ar Portugalad Diogo Rodrigues a zizoloas anezhi e 1528. Hennezh a oa loman-rouder Afonso de Albuquerque pa oa o tistreiñ eus an Indez da Bortugal gant listri dindan urzhioù Pedro Mascarenhas. Anavet e oa enezeg ar Maskaregnez gant moraerien arab endeo avat. War ar c'hartennoù e vez kavet ivez ar stumm "Diego Roiz".

Douaroniezh kemmañ

Ar vihanañ eus enezeg ar Maskaregnez eo, 650 km er reter da Enez-Voris. Port Mathurin eo ar gêr-benn. 108 km² eo gorread an enez. Un 38 000 bennak a dud a oa o vevañ enni e 2011, an darn vrasañ a orin afrikan, ha kreolegerien ha katoliged anezho.

Istor kemmañ

Portugal n'he deus ket dalc'het an inizi Maskaregnez gwech ebet, met diskenn enne a-wechoù a rae he soudarded war hent an Indez. E 1691 e voe aloubet Rodrigues gant Izelvroiz. En XVIIIvet kantved e tegouezhas ar C'hallaoued, hag e 1810 e voent kemeret gant ar Saozon betek deiz dizalc'hded Enez Maoris e 1968.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.