Ar romañcheg zo ur yezh romanek e skourr ar yezhoù retoromanek. Kar eo d'al ladineg (komzet e Su Tirol, Trentino ha Veneto) ha d'ar friouleg (komzet e Frioul). Ur statud ofisiel zo gantañ e kanton Grischun e Suis.

Romañcheg
(Rumantsch)
Perzhioù
Komzet e : Suis
Rannved : Grischun
Komzet gant : 60 816 (2000)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Suis
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 rm
ISO 639-2 roh
ISO 639-3
Kod SIL ROH
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

War zigresk eo bet niver ar romañchegerien abaoe pell, ken m'emañ ar yezh en arvar da vont da get, daoust dezhi bezañ bet anzavet evel unan eus yezhoù broadel Suis e 1938.

Stad ar romañcheg e kanton Grischun
  • ██ romañcheg
  • ██ alamaneg
  • ██ italianeg
  • E 1860
    E 2000 (ofisiel)
    E 2000 (e gwirionez) — Takadoù skeudvarrennet : 1 yezh vinorelaet komzet gant 30% eus ar boblañs d'an nebeutañ
    Rannyezhoù

    Pemp rannyezh zo :

    • ar sursilvan (13 879 mammyezher) ;
    • ar vallader (5 138 mammyezher) ;
    • ar puter (2 343 mammyezher) ;
    • ar surmiran (2 085 mammyezher) ;
    • ar sutsilvan (571 mammyezher).

    Liammoù diavaez kemmañ