Ronan Tremel (pe Ronan Dremel gant ar c'hemmadur boas e Treger) zo un emsaver breton genidik eus bro-Dreger.

Ronan Tremel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRonan Kemmañ
Anv-familhTrémel Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gen 1942 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKawan Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Ezel eusFront de libération de la Bretagne Kemmañ

Bugaleaj kemmañ

Ganet e Kawan d'an 8 a viz Genver 1942 e voe desavet e brezhoneg betek an oad a 5 bloaz. D'ar c'houlz-se e tilojas an tiegezh da Bariz ma oa bet kavet labour gant e dad. Diwar neuze e voe komzet galleg ouzh ar paotrig ha buan a-walc'h a voe ankounac'haet ar brezhoneg gantañ. Abred-tre e voe emskiantek ouzh e zibarelezh ha pa c'houlenne ar mestr-skol gant ar skolidi estren sevel en o sav e save Ronan vihan asambles ganto. D'e 14 vloaz e c'houlennas groñs ouzh e dud e vefe komzet brezhoneg outañ, a-hend-all ez afe kuit eus ar gêr emezañ. Sentet e voe outañ ha diwar neuze e teuas ar brezhoneg da vezañ yezh an tiegezh.

Yaouankiz kemmañ

Studier e voe war ar saozneg ha d'ar c'houlz-se e teuas da vezañ e karg eus skourr Breizh ar C'hevre Keltiek. D'ar c'houlz-se ivez e teuas da vezañ ezel eus an FLB "araokour" e fin ar bloavezhioù 60. Kontet en deus Jean Bothorel penaos en doa graet anaoudegezh gantañ ha peseurt taolioù o doa kaset da benn asambles o-daou en anv an F.L.B[1]. E mizioù Genver ha C'hwevrer 1969 e voe harzet un tri-ugent bennak a vretoned, Ronan Dremel en o zouez, war zigarez e c'hellent bezañ ezel eus an FLB. Kaset e voent da toull-bac'h ar Santé da Bariz da vezañ goulennataet. Kregiñ a rejont diouzhtu gant un harz-debriñ a badas tri devezh a-raok ma voent aotreet da gaout un alvokad. Goude an atersadenn-se e voe lezet Ronan Dremel da vont gant lounezhi gwalleget[2].

Kelenner brezhoneg e Pariz kemmañ

E-tro ar bloavezhioù 70 ha 80 e tapas brud evel kelenner brezhoneg e liseoù bro-Pariz. Savet en doa stajoù brezhoneg d'ar pevarlamm, stajoù brezhoneg war ar maez e bro-Dreger ha bro-Gwened, stajoù brezhoneg e Lille, Brusel, Orleañs. Kemer a reas perzh e stourmoù al luskad Stourm ar Brezhoneg adal ar penn kentañ e 1984. E 1989 eo kenurzhiet gantañ aloubadeg burevioù sevenadurel Kannati Frañs e Brusel evit klemm a-enep da bolitikerezh ar gouarnamant gall ouzh ar brezhoneg.

An distro da Vreizh kemmañ

E 1989 eo anvet da rener Diwan kent bezañ difredet nebeut goude abalamour d'un dizemglev gant Burev ar gevredigezh. Perzh a gemer ivez e labourioù Servij ar Brezhoneg e Skol-Uhel ar Vro a zeuio war-lerc'h da vezañ Ofis ar Brezhoneg e 1999. E Kuzul-merañ an Ofis eo chomet etre 1999 ha 2009. E Poc'hêr eo anavezet evit bezañ krouet ar gevredigezh dastum troioù-lavar Spered ar Yezh a ra ul labour dastum kostez Speied dreist-holl. Goude un dizemglev gant an izili eo bet rediet da zilezel e garg a brezidant ha krouet en deus ur gevredigezh all Eostiñ Spered ar Yezh[3] e-pad ar bloavezhioù 2000. Jean Jaffrennou hag Ifig Rémond a gemeras e lec'h e penn ar gevredigezh Spered ar Yezh goude-se.

Oberennoù kemmañ

  • Langues opprimées et identité nationale – Kasetenn 9, Levraoueg Skol-veur Pariz 8 (Sant-Deniz, Bro C'hall), Kendiviz dalc'het eus an 20 d'an 21 a viz Genver 1984, La situation française : régions ou minorités ? gant Henri Giordan, Penn ar c'hendiviz (11 munutenn), Le breton aujourd'hui gant Ronan Tremel (17 munutenn), Le breton demain gant Hervé Le Bec (28 munutenn)[4]

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha Davennoù kemmañ

  1. Jean Bothorel, Un terroriste Breton, Calmann-Lévy, 2001 (ISBN 270213209X)
  2. Peter Berresford Ellis, The Celtic Revolution, Y Lolfa, 1983, p.69 (ISBN 0-86243-096-8)
  3. http://www.ouest-france.fr/apprendre-le-breton-en-samusant-avec-eostin-spered-ar-yezh-1275182
  4. http://www.bibliotheque-numerique-paris8.fr/fre/notices/154906-[Langues-opprim%C3%A9-es-et-identit%C3%A9-nationale-&ndash-cassette-9].html