Rouantelezh Akitania

Rouantelezh Akitania zo ur rouantelezh a zo bet er Grennamzer en Akitania.

Ar rouantelezhioù frank e 628, hini Caribert II en gwer-pour

Istor kemmañ

Er VIIvet kantved kemmañ

Kentañ ma voe anezhi a voe e 628. Krouet e oa bet gant Caribert II, mab da Klotar II, a zimezas da Gisela, merc'h da dug Gwaskogn. En hanternoz dezhi e oa rouantelezh Dagobert Iañ, er c'hreisteiz e oa rouantelezh ar Vizigoted.


En VIIIvet kantved kemmañ

Loeiz an Deol (a vo roue ar Franked diwezhatoc'h), a oa trede mab an impalaer Karl Veur, hag anvet e oa bet da roue Akitania gant e dad en 781 , pa ne oa nemet tri bloaz .

E rouantelezh Akitania e oa Akitania en-eeun ha Vaskonia, ha Toloza e oa ar gêr-benn anezhi. E penn ar rouantelezh e oa bet lakaet Guilhem (war-dro 742 - †812), kont Toloza ha dug Akitania .

Goude marv Lupus II, kont Gwaskogn, e oa bet roet kurunenn ar gontelezh da Sancho Iañ Lupus, a anavezas aotrouniezh Karl Veur hag a eas gant Loeiz, roue Akitania ha mab da Garl Veur, da vrezeliñ a-enep Barcelona en 801. Met ne badas ket pell o emglev rak e 802 en doa graet emglev gant emir Cordoba.
E 812 e oa en em savet Semen Loup, breur henañ Sancho Lupus Iañ ha kont war e lerc'h goude e varv. Kaset e voe un arme frank adarre, ha Loeiz en he fenn, da-vetek Iruña, o tremen dre Dax. Pa zistroas e tremenas dre ode Roncevaux, met a-raok e kemeras gouestlidi ha ne lezas anezho da vont nemet goude an tremen dañjerus-se pa ne oa ket a riskl ken evit e arme.
Pa varvas an impalaer Karl e teuas Loeiz da gemer e lec'h, ha ren a reas gant e vibien. En 817 e roas douaroù bras da Pepin Iañ Akitania: Gwaskogn, marz Toloza, hag ur rann eus Septimania ha Bourgogn.