Rouantelezh Breizh zo ur rouantelezh savet e Breizh gant Nevenoe en IXvet kantved hag a badas betek an Xvet kantved.

Istor kemmañ

Morvan Lez-Breizh (750 ? - 818) kemmañ

Gwioñvarc'h (822-825) kemmañ

Nevenoe (845-851) kemmañ

En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frankia, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, hiziv en Il-ha-Gwilen.

Erispoe (851-857) kemmañ

En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh, war lu ar roue Karl Voal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ.

D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh.

Salaun (857-874) kemmañ

Diwezhatoc'h e voe aloubet toleadoù Coutances hag Avranches (Normandi a hiziv) gant ar roue Salaun. Gant ar roue-se eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913.

Gurwant ha Paskwezhen (874-876) kemmañ

Yezekael (876 - 888) kemmañ

Alan Iañ (888 - 907) kemmañ

Gourmaelon (908 - 913) kemmañ

Fin ar rouantelezh : Alan Barvek kemmañ

Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937.

Pennad kar kemmañ