« Rouantelezh Fes » a raed gwechall eus hanternoz Maroko adalek an VIIIvet kantved betek mare Gwarez ar C'hallaoued hag ar Spagnoled, a voe boulc'het dre an Entente Cordiale (8 a viz Ebrel 1904) hag a voe ofisiel dre Emglev Fes (30 Meurzh 1912).

Rouantelezh Fes en amzer an Alaouited (1783)

Bevennet e oa « rouantelezh Fes » gant ar Mor Kreizdouar en norzh, uhelennoù Angad hag Aljeria er reter, ar stêr Oum er-Rbia ha Menezioù Atlas er su, hag ar Meurvor Atlantel er c'hornôg. Ar Rif en e bezh a oa enni.

Gwech e voe an tiriad ur sultanelezh dizalc'h gant Fes da gêr-benn, gwech all e voe un is-rouantelezh e dalc'h an dierniezh a oa o ren war Varoko, ar gêr-benn o vezañ Marrakech neuze.