Rouerie (Maupassant)

Rouerie (Korvigell) zo un danevell gant Guy de Maupassant, embannet en 1882.

Istor kemmañ

Kentañ ma voe embannet Rouerie a oa e Gil Blas an 12 a viz Kerzu 1882, sinet Maufrigneuse. Ne voe adembannet nemet goude marv ar skrivagner, en dastumad dalif Le Père Milon en 1899[1].

An danevell kemmañ

Ur politikour kozh, bet ministr dindan an Impalaer Napoleon III, a gont da wazed yaouank penaos eo bet gennet gant ur vourc'hizez a renk izel. Pourmen a rae bep beure er Champs-Elysées, pa daolas evezh ouzh « une adorable petite femme ». Hag int d'ober anaoudegezh. Ha hi da zont bep beure goude d'e welet en e vinistrerezh. Evurus ar politiker rak « elle savait sans cesse varier et pimenter sa tendresse ». Tri miz goude, setu hi brazez, emezi, hag he fried en Italia abaoe daou viz. Hag ar politiker da reiñ arc'hant dezhi da vont da-gaout he fried. Ha hi da gas lizhiri, ha da gemenn ganidigezh ur mabig.

Un deiz, setu ul lizher dizanv : goap a ra ar vaouez, dimezet eo, n'he deus bugel ebet.

Notennoù kemmañ

  1. Volume Maupassant, Contes et Nouvelles, page 1497, Bibliothèque de la Pléiade

Embannadurioù kemmañ