Roger de Hauteville (1095 - 1154) zo ur c'hont norman eus an XIIvet kantved, anavezet evel Ruggero II hag a voe roue Sikilia.

Delwenn da Ruggero II, e-tal ar Palazzo Reale di Napoli
Astenn e rouantelezh a reas Ruggero II betek Afrika

Eil mab e dad, Roger de Hauteville, anavezet evel Ruggero Iañ, e oa. Hennezh a oa kentañ kont norman Sikilia, hag e vamm e oa Adélaïde de Montferrat. Gantañ e voe krouet rouantelezh Sikilia (1130), a vez graet anezhi a-wechoù Sikilia norman pe rouantelezh norman Sikilia.

Dimezioù ha bugale kemmañ

E 1118 e timezas da Elvira, merc'h da Alfonso VI (war-dro 1100 - 1135), roue León, ha bugale dezho :

Mervel a eure e bried Elvira e 1149, hag intañv e chomas Ruggero e-pad pevarzek vloaz. Hogen mervel a reas e vibien. Se zo kaoz ec'h addimezas da Sibylle Bourgogn (1126 - 1150) hogen bugel ebet n'o doe.

Goude marv Sibylle ec'h addimezas e 1151 da Beatrice di Rethel (1135 - 1185), hag ur verc'h dalif o doe:

Mervel a reas Ruggero eta a-raok ganedigezh e verc'h Costanza. E vab Guglielmo Iañ a renas war e lerc'h e Sikilia.

Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ