Rumspringa a zo ur prantad ispisial e buhez an Amished.

Bugale Amish

Klotañ a ra gant ur prantad ma c'hell ar grennarded dizoleiñ hag arnodiñ traoù nevez, en diavaez eus reolennoù o relijion (bleinañ ur c'harr, evañ alkol, kaout darempredoù gant nann-Amished, gwiskañ bravigoù ha fard...) hep na vefe graet an disterañ tamall dezho gant tud all o c'hevredigezh.

Kregiñ a ra Rumspringa war-dro 16 vloaz hag e pad 2 vloaz. E-pad ar prantad-se e c'hell ar c'hrennard chom e ti e dud pe mont kuit.

Goude Rumspringa e tistro ar c'hrennard er gevredigezh hag e vez badezet. Diwar-se e vo ret dezhañ (dezhi) heuliañ reolennoù strizh ar relijion.

Dont a ra ar ger Rumspringa eus alamaneg Pennsylvania. Talvezout a ra kement ha kantreal, dizoleiñ.