Saint-Charles-de-Percy

kumun Bro-C'hall
Saint-Charles-de-Percy
An iliz.
An iliz.
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Vire
Kanton Condé-sur-Noireau
Kod kumun 14564
Kod post 14350
Maer
Amzer gefridi
Jacques Desormeau-Bedot
2014-2015
Etrekumuniezh Communauté de communes du canton de Vassy
Poblañsouriezh
Poblañs ann. (2020)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°55′31″N 0°47′15″W
Uhelderioù bihanañ 134 m — brasañ 245 m
Gorread 6,61 km²


Saint-Charles-de-Percy a zo ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Bodet e oa gant 13 kumun all d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Valdallière.

Gerdarzh kemmañ

Istor kemmañ

XVIIIvet kantved kemmañ

  • E 1778 e c'houlennas Charles-François Marie, aotrou Percy, digant eskob Bayeux ma voe krouet parrez Saint-Charles diwar ur c'hard eus parrez Montchamp, pezh a voe graet. Ar roue a roas dezhañ an aotre da lakaat sevel un iliz ha da grouiñ ur vered e-tal e gastell[5].

Dispac'h Gall kemmañ

  • E-pad ar Goñvañsion e voe kemmet anv ar gumun, anvet e voe Montchamp-le-Petit e-lec'h Saint-Charles-de-Montchamp[6].

XIXvet kantved kemmañ

  • 1853: ar gumun a voe anvet Saint-Charles-de-Percy, miret he deus an anv-mañ betek bremañ[6].

XXvet kantved kemmañ

Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944: mervel a reas seitek den nann soudard e Saint-Charles-de-Percy, c'hwezek anezhe, pemp bugel ha div blac'h yaouank en o mesk, a voe lazhet pa voe bombezet ha mindrailhet ar gumun d'an 8 a viz Gouere, un den all a voe lazhet d'ar 4 a viz Eost gant ur vombezadeg[7]; d'an 2 a viz Eost e gouloù-deiz e voe krogadoù dirak Saint-Charles-de-Percy etre ar 2nd Armoured Reconnaissance Battalion Welsh Guards ha tankoù an 9vet SS-Panzer-Division Hohenstaufen. Pa teuas an noz e c'hellas ar 3rd Battalion Irish Guards degouezhout er vourc'h ha chom enni. Dieubet e voe ar gumun d'an 3 a viz Eost[8].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Iliz katolik Sant Charlez, 1778[9], rummet[5],[10].
  • Ar c'hastell, XVIIIvet kantved.

Eil brezel-bed kemmañ

  • Bered ar C'hommonwealth: Saint-Charles-de-Percy War Cemetery:
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 2
  Kanada 7 (2 anezhe chomet dianav)
  Rouantelezh-Unanet 800 (104 anezhe chomet dianav)
Dianav penn-da-benn 1
Hollad 810

Mervel a rejont e-pad an Eil brezel-bed, ul lodenn vat anezhe e-pad Emgann Normandi, enni e voe dastumet korfoù marv bet kavet e meur a dachenn-emgann e Normandi[11],[12].

  • Ur blakenn da enoriñ ar Guards Division, dieuberion ar gumun, ouzh monumant ar re varv, hag ur monumant d'ar memes re, er vourc'h.

Douaroniezh kemmañ

Armerzh kemmañ

  • E Saint-Charles-de-Percy emañ sez sokial an embregerezh dezougen dafar Rivière, bet savet e 1987 gant Denis Rivière[13].

Dezougen kemmañ

Endro kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1962-2011 kemmañ

[14]

Melestradurezh kemmañ

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Here 2005 Kerzu 2015 Jacques Desormeau-Bedot[15] digostezenn Retredad
1971 2005 Michel Leteinturier digostezenn Kouer
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Notennoù ha dave kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Albert Dauzat ha Charles Rostaing, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Embannadurioù Larousse, Pariz, Bro-C'hall, 1963
  3. René Lepelley, Dictionnaire étymologique des noms de communes de Normandie, Embannadurioù Charles Corlet, Condé-sur-Noireau, Bro-C'hall,1996, ISBN 2-95480-455-4, pajennoù 195 ha 196
  4. Le patrimoine des communes du Calvados, Levrenn 2, Embannadurioù Flohic, Meurzh 2001, Pariz, Bro-C'hall, ISBN 2-84234-111-2, pajenn 1638
  5. 5,0 ha5,1 PA00111660, Diellaoueg Mérimée
  6. 6,0 ha6,1 Fichenn kumun Saint-Charles-de-Percy, Cassini-EHESS
  7. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  8. Normandie 44 - La Mémoire
  9. Clochers de France
  10. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 61
  11. In Memories
  12. Cimetière Britannique de Saint Charles Percy - canton de Vassy
  13. Lec'hienn an embregerezh Rivière
  14. EBSSA
  15. ouest-france.fr