Saladenn Waldorf a reer eus ur meuz eus ar Stadoù-Unanet. Aozet eo diwar ach (troc'het e juliana), avaloù (troc'het e juliana ivez), kraoñ ha lipig Mahon.[1]

Saladenn Waldorf

Istor kemmañ

Krouet eo bet etre 1893 ha 1896 e Waldorf Hotel e New York (deuet da vezañ Waldorf-Astoria Hotel e 1931).[1][2] Soñjal a reer e voe krouet gant Oscar Tschirky.[1] E 1896 e voe graet anv eus ar saladenn Waldorf er The Cook Book, ijinet gant 'Oscar of the Waldorf'. Er sekred-kegin orin ne oa ket kraoñ, ouzhpennet e voent goude-se, ha meneget int e Rector Cook Book 1928.[1]

Aozennoù liesseurt kemmañ

Ouzhpennañ a c'haller tammoù kig-yar, kig-yar Indez, rezin[1] pe c'hoazh frouezh sec'h. E-lec'h lakaat lipig Mahon e c'haller lakaat lipig diwar yaourt ivez.[1]

Er sevenadur kemmañ

Er ganaouenn "You're the Top" gant Cole Porter e kaver ar poz da-heul : "You're the top, you're a Waldorf salad". Er romant American Psycho (1991) gant Bret Easton Ellis e vez graet anv alies eus saladenn Waldorf. Er bladenn EP Verbal Remixes & Collaborations (2003) gant Amon Tobin ez eus un ton titlet "I'll Have The Waldorf Salad" .

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha1,5 Zeldes Leah A. Eat this! Waldorf salad, an apple-licious fall favorite, Dining Chicago, Chicago’s Restaurant & Entertainment Guide, Inc., 2009 https://web.archive.org/web/20100209054837/http://blog.diningchicago.com/2009/10/07/eat-this-waldorf-salad-an-apple-licious-fall-favorite/
  2. http://www.kitchenproject.com/history/Waldorf_Salad.htm The History of Waldorf Salad, Kitchen Project

Liamm diavaez kemmañ