Salaun ar Foll, ganet en 1310 ha marvet en 1358 a oa ur sant breizhat, eus Bro-Leon.

Ur c'hlasker-bara inosant e oa Salaun, hag a veve en ur c'hoad nepell diouzh Lesneven, ha lesanvet e oa Foll ar c'hoad. Goude klevout an oferenn vintin ez ae a di da di en ur lavarout hep distag "Ave Maria, itroun guerhès Maria". Mervel a eure en 1358. Ur pennad goude e varv e voe kavet ul lireuenn war e vez skrivet warni en lizherennoù aour : « AVE MARIA ».