Ur pennad Salvador zo ivez.

Kêr Salvador, a-wechoù Salvador da Bahia (diofisiel), pe São Salvador da Bahia de Todos os Santos (anv istorel kentañ) zo ur porzh e Brazil, hag ivez kêr-benn stad Bahia, er rannvro Nordeste. Kentañ kêr-benn Brazil eo bet ivez, etre 1534 ha 1763, er marevezh trevadennel. Trede kêr Brazil eo evit a sell ar boblañs (2 676 606 a dud e 2010), hag ar seizhvet tolpad-kêr (3 574 804 a dud). Enskrivet eo kreiz-kêr war roll Glad bedel an Unesco e 1985.

Gant ar saverez Lacerda, e Salvador, e tiskenner eus ar gêr gozh, war an uhel, d'ar porzh ha d'ar c'hoc'hu, ar Mercato Modelo.
Setu pelec'h emañ kêr Salvador, kêr-benn gozh Brazil

Brudet eo tier, sonerezh ha boued an tolead, gwrizioù don dezho e sevenadur Afrika. Kreiz-kêr istorel zo anavezet evel ar Pelourinho ma vleunias tisavouriezh trevadennel Portugal adalek ar XVIIvet kantved.

Largo do Pelourinho, al leurgêr ma oa pelourinho (post ar vezh) Salvador, a zo ivez anv ar c'harter kozh.
Kreiz-kêr istorel.
Terreiro de Jesus, hag iliz Sant Frañsez.

An anv kemmañ

São Salvador da Bahia de Todos os Santos (Sant Salver Bae an Holl Sent) eo anv istorel kêr. E-pad pell ne veze graet nemet "Bahia" anezhi, ha betek kreiz an XXvet kantved e veze kavet alies an anvadur "Salvador da Bahia" war ar c'hartennoù, evit he disheñvelout diouzh ar c'hêrioù all anvet "Salvador" er vro, met bremañ ne reer ken nemet gant "Salvador" er vro, distaget [sawvaˈdoʁ] e portugaleg.

El lennegezh kemmañ

Un toullad romantoù gant Jorge Amado, bet troet e galleg, a gan meuleudi da Salvador. Daou film zo bet graet gant ar re-mañ:

  • Os pastores da Noite
  • Dona Flor e seus dois maridos.

Boued kemmañ

E kêr Salvador e vez aozet meuzioù blazus, gant boued-mor ha temzoù doare Afrika, ul lip-e-bav.

Tud kemmañ

Liammoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.