Samuel Herman Reshevsky a zo bet ganet d'ar 26 a viz Du 1911 en Ozorkow (Polonia) ha marvet d'ar 4 a viz Ebrel 1992 e New York (SUA).

Samuel Reshevsky

Mestrc'hoarier echedoù eus SUA, poloniat ag orin.

Mestr Meur Etrebroadel e oa.

P'edo pevar bloaz e teskas c'hoari. Da eizh vloaz e trec'he war c'hoarierion, skiant-prenet gante ha koshoc'h evitañ, e partiennoù kempred.

Er bloavezhioù 1920 e tivroas gant e dud evit mont da SUA lec'h ma tastume argant evit magañ e diegezh. Tapout a reas un diplom a gontaouerezh e Skol-Veur Chicago ha labourat a reas evel kontaouer.

Kampion SUA e voe e 1936, 1938, 1940, 1942, 1946, 1969 ha 1970. E 1935 e krogas gant an tournamantoù etrebroadel e Margate, o tapout ar c'hentañ plas goude bout trec'het war José Raúl Capablanca hag ar re all.

Liammoù diavaez kemmañ