Sant-Sebastian-an-Enk

kumun Bro-C'hall

Sant-Sebastian-an-Enk (Saint-Sébastien-sur-Loire e galleg) zo ur gumun eus Breizh, e departamant al Liger-Atlantel, er gevred da gêr Naoned. 24726 den zo o chom enni ha dre-se eo 5vet kumun an departamant.

Sant-Sebastian-an-Enk
Monumant ar re varv hag iliz Sant Sebastian.
Monumant ar re varv hag iliz Sant Sebastian.
Ardamezioù
Bro istorel Bro Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Sant-Sebastian-an-Enk (pennlec'h)
Kod kumun 44190
Kod post 44230
Maer
Amzer gefridi
Laurent Turquois
2020-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 27 958 ann. (2020)[1]
Stankter 2 400 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 12′ 29″ Norzh
1° 30′ 05″ Kornôg
/ 47.2080555556, -1.50138888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 24 m
bihanañ 2 m — brasañ 33 m
Gorread 11,65 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Sebastian-an-Enk

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie (1995) ː Engnia, 1287

Ardamezioù kemmañ

En gul e wifrell gommek en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel lakaet en o flom, heuliet ouzh kab gant ul leon en aour hag ouzh beg gant ur vreunenn louzaouenn-an-hañv ivez en argant he delioù ivez en aour.

Istor kemmañ

  • Aigne (Enk) e oa an anv ar barrez er penn-kentañ, en XIIIvet kantved (etre 1179 ha 1286).

Er barrez e oa div rann: rann (bremañ e Naoned) herberc’hti Sant Jakez, gant ur chapel, ha rann iliz Sant Sebastian. Etre ar XIVvet kantved hag an XVIIIvet kantved (1792) e oa an iliz Sant Sebastian ul lec’h pirc’hirinañh a-enep ar vosenn.

Dispac'h Gall kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 100 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,64 % eus he foblañs e 1911[3].

Eil brezel-bed kemmañ

  • D'an 21 a viz Even 1940 e voe kaset d'an diaz ur c'harr-nij Potez 63-11 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) gant ar "Flak" alaman e Sant-Sebastian-an-Enk; mervel a reas an tri nijour a oa en e vourzh[4].
  • Mervel a reas 50 den ag ar gumun hervez monumant ar re varv; lod anezhe a voe tud nann-soudard, lazhet e voent gant bombezadegoù ar Re Gevredet[5].

Trevadennoù kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[6].
Brezel Aljeria kemmañ
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[7].

Melestradurezh kemmañ

XXIvet kantved kemmañ

Brezhoneg kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Maner La Grande Jaunaie.
  • Iliz katolik Sant Sebastian.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

  • Angré Bourgues de la Jaunays, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1619
  • Familh Lyrot de la Patouillère : en XVIIIvet kantved e oa penn an tiegezh Lyrot an aotrou e Sant-Sebastian (e La Patouillère, La Métairie hag e lec'hioù all. Daou ezel eus ar familh zo dibar : François (1732-1793), jeneral en arme Vendée e 1793 ; Philippe-Hervé(Daveoù a vank), mab François, ofiser war vor, e gopr ar Republik.
  • Pierre Cambronne: jeneral gall, ganet e Naoned d’ar 26 a viz Kerzu 1770 hag aet d’an anaon e Naoned d’ar 29 a viz Genver 1842. E Sant-Sebastian a oa tiez d'ar familh Cambronne ha da Bêr Cambronne (La Treille ; La Tullaye, bremañ d'ar c'huzul-kêr ; La Baugerie, bremañ skolaj teknikel).

Ganedigezhioù kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

 
Bourgues
Aotrounez La Jaunays
En gul e c'hastell a dri dour en aour heuliet gant ur vlourdilizenn ivez en aour ouzh beg; e vevenn en glazur karget gant pemp c'hrogenn en argant, 3 ouzh kab, 2 ouzh lezioù, ar re-mañ liammet gant ur chadenn ivez en arc'hant, gant ur steredenn en aour etre ar vlourdilizenn hag ar chadenn
 
Imbert
Aotrounez La Patouillière ha La Gibrais
En sabel e ziv gebrenn en argant
 
de Kermenguy
Aotrounez La Patoullière ha Chesne-Cottereau
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Kembre Porthcawl 1999

Levrlennadur kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ


Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ