Sant Mesrop (Mesrop Mashtots) (361/362-440) en doa krouet al lizherenneg armeniek e 405. Implijet e vez evit skrivañ an armenieg.

Livadur gant Stepanos Nersisian (1815–84), dalc'het er savadur pabel Sez-Sant Etchmiadzin

Posupl eo e vije bet levezonet diorroadur al lizherenneg gant un doare-skrivañ all, da skouer ar pahlavi, lizherenneg ar sirieg pe c'hoazh hini ar fenesieg. Met dre vras ez eo kazi sur e vije bet kemeret lizherenneg ar gresianeg da batrom pennañ evit krouiñ al lizherenneg armeniek.

Mesrop Mashtots taolennet en ul levr eus 1776

Gwelit ivez: kemmañ