Santa Fe (New Mexico)

Ur pennad Santa Fe zo ivez.

Santa Fe, Yootó e navac'hoeg, eo anv kêr-benn stad New Mexico er Stadoù-Unanet. N'eo nemet pedervet brasañ kêr ar stad, ha pennlec'h kontelezh Santa Fe eo ivez. 62 203 a dud a oa o chom enni er bloaz 2000, ha 72 056 e 2006[1].

Iliz-veur Sant Frañsez Assisi, 1869

Istor kemmañ

Diazezet e voe gant ar Spagnoled en 1607, hag anvet Villa Real de Santa Fé de San Francisco de Asís

Saotradur kemmañ

Santa Fe a vefe ar gêr nebeutañ saotret er bed, hervez an OMS, a-gevret gant Clearlake (Californie) ha Whitehorse.


Kêrioù gevellet kemmañ

Bro Kêr
  Ouzbekistan Bukhara
  Mec'hiko Parral
  Mec'hiko Zacatecas
  Spagn Santa Fe
  Italia Sorrento
  Japan Tsuyama
  India West Kanpur
  Kuba Holguín
  Kolombia Bogotá

Notenn kemmañ

  1. http://www.census.gov/popest/cities/files/SUB-EST2006_35.csv Subcounty population estimates: New Mexico 2000-2006,CSV, United States Census Bureau, Population Division, 2007-06-28

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.