Santo Antão (Kab Glas)

Santo Antão e portugaleg, Sontonton e kreoleg, zo un enezenn eus ar C'hab Glas, e gwalarn an enezeg, er Meurvor Atlantel.

Santo Antão (Kab Glas)
Statud Enezenn
Bro Kab Glas
Kêr-benn {{{Kêrbenn}}}
Gorread 779 km²
Poblañs 40 547  (2015)
Stankter 52 ann./km²

Eil enezenn vrasañ ar C'hab Glas eo, goude Santiago, 779 km² he gorread. Un enezenn danveneziek eo ha 1 979 m eo hec'h uhelder pennañ (menez Topo de Coroa). Treuzet eo gant un aridennad menezioù a zisparti al lodennoù norzh ha su. Ponta do Sol ha Porto Novo eo kêrioù brasañ an enezenn.

Teir c'humun a zo enni : Paul, Porto Novo ha Ribeira Grande.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.