Sarah Siddons (1755 - 1831) a oa un aktorez saoz ha hini vrudetañ hec'h amzer.

Sarah Siddons, poltredet gant Thomas Gainsborough

He buhez kemmañ

Ganet e oa Sarah Kemble en Aberhonddu, e Sir Frycheiniog, e Kembre. Merc'h e oa da Roger Kemble (1721– 1802), un aktor a rene ur gompagnunezh bale-bro ma oa tud eus e diegezh, evel he mamm, Sarah "Sally" Ward (1735–1807). Daouzek bugel all a voe war-lerc'h Sarah, o merc'h henañ.

E 1773, da 18 vloaz, e timezas Sarah da William Siddons, un aktor, en desped d'he zud a felle dezho he dimeziñ d'un noblañs. Kaset e voe Siddons e-maez ar gompagnunezh ha Sarah ac'h eas d'e heul.

E 1774 e reas berzh evel Belvidera er pezh Venice Preserved, skrivet gant Thomas Otway, ma voe taolet evezh outi gant an aktor meur David Garrick. Ha setu eñ da gas unan bennas d'he gwelout o c'hoari Calistaer pezh Fair Penitent skrivet gant Thomas Rowe. Goude se e voe kemeret da c'hoari e C'hoariva Drury Lane. Tamm skiant ebet n'he devoa prenet. Se zo kaoz, etre traoù all, ne voe ket graet un degemer mat dezhi pa grogas da c'hoari Portia er pezh The Merchant of Venice pe e pezhioù all. Digant rener c'hoariva Drury Lane he devoe ul lizher o kemenn ne oa ket ezhomm anezhi ken. Neuze e voe, emezi, harluet eus Drury Lane evel ur genstrivadez didalvez evit klod ha berzh (banished from Drury Lane as a worthless candidate for fame and fortune).

E 1777 ez eas da c'hoari dre ar vro. E-pad c'hwec'h vloaz e labouras e kompagnunezhioù a bep seurt, e York ha Bath. Brud a deuas dezhi.

Mrs Siddons a guitaas ar vicher e 1812, met dont a reas en-dro meur a wech c'hoazh goude. Da ziwezhañ e voe d'an 9 a viz Mezheven 1819 evel Lady Randolph er pezh Douglas gant John Home.

Bugale kemmañ

Seizh bugel he doe, pemp a varvas. Dispartiañ a reas diouzh he fried William Siddons.

Poltred Reynolds kemmañ

 
Sarah Siddons poltredet gant Joshua Reynolds, e The Huntington, San Marino, California

Joshua Reynolds en deus livet he foltred anvet , "Mrs. Siddons as the Tragic Muse," e 1784.
E 1950, Joseph Mankiewicz a implijas ar poltred en e film All About Eve.

Hiziv kemmañ

En Aberhonddu, kêr he c'havell, ez eus un ostaleri anvet Sarah Siddons, hag ur marc'h-du war an hent-houarn a zo ivez en hec'h anv.

He c'hoar, Ann Hatton, a oa romantourez brudet en hec'h amzer.

Pennad kar kemmañ