Savage Arms zo un embregerezh armoù-tan hiniennel stadunanat diazezet e Westfield (Massachusetts).

Istor kemmañ

 
Bruderezh evit fuzuilhoù ha karabinennoù Savage Arms, 1904.

Krouet e voe Savage Arms e 1894 e Utica (Stad New-York) gant Arthur Savage (1857-1938), ur breizhveurat ganet e Kingston (Jamaika) hag erruet er Stadoù-Unanet e 1893[1]. E 1899 e kinnigas ar Model 99, ur garabinenn loc'henn-grogenn dezhi ur c'harger-dro a reas berzh hag a voe produet betek 1997.[2] Klask a reas an embregerezh kinnig ur bistolenn kambret e .45 ACP da arme ar Stadoù-Unanet e 1908, met korbellet e voe ha dibabet ar Colt M1911 en e blas.[1]

 
Tresadenn propaganda stadunanat (war-dro 1942-1943) o tiskouez ar War Production Board o kanañ meuleudi da Savage evit an niver a armoù produet.

E 1912 e werzhas Arthur Savage e embregerezh, a viras e anv. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e produas Savage mindrailherezioù Lewis evit ar c'hirri-nij brezel hag armoù hiniennel evit ar Stadoù-Unanet, Frañs, Kanada ha Portugal. Goude ar brezel e kreskas o prenañ embregerezhioù all evel J. Stevens Arms e 1920. Er bloavezhioù 1930 e laboure 3000 den evit Savage. E 1941 ez eas ar Stadoù-Unanet tre en Eil Brezel-bed. E-pad ar brezel e produas an embregerezh tro 1.400.000 pistolenn-vindrailher Thompson, ouzhpenn ur milion fuzuilhoù Lee Enfield Mark IV ha mindrailherezioù .30 ha .50 evit ar c'hirri-nij brezel.[2]

Goude ar brezel e tiskennas ar goulenn war an armoù-tan ha ne zeuas ket a-benn Savage da dalañ mat ouzh an endroadur-se. 3 uzin a voe serret ha dilojañ a reas al labouradeg a chome da Westfield, e-lec'h m'emañ bremañ.[2]

E 1988 e oa Savage Arms e stad freuz-stal. Choazet e voe Ron Coburn evel prezidant.[1] Adaozañ a reas an embregerezh penn-da-benn. Tennet e voe an holl armoù kozh diwar katalog ar merk war-bouez ar c'harabinennoù-morailh Model 110. Diwar ar 479 implijad e chomas 103 da labourat en ti hepken.[2] Strivoù a voe graet evit gwellaat peuraoz ha neuz an armoù en ur cheñch ar c'hoad implijet da skouer. Coburn a brenas an embregerezh e 1995.

Ar strollad embregerezhioù Vista Outdoor a oa perc'henn war Savage etre 2013 ha 2019. Savage Arms a brodu hiziv-an-deiz karabinennoù, fuzuilhoù-chase hag un nebeud armoù-dorn, dindan an anvioù merkoù Savage ha Stevens.[3]

Produioù an embregerezh kemmañ

 
Ar Savage Model 99

Karabinennoù ha fuzuilhoù kemmañ

Pistolennoù kemmañ

Munisionoù ijinet gant Savage[1] kemmañ

  • .303 Savage
  • .22 Savage Hi-Power
  • .250-3000 Savage
  • .300 Savage

Daveennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) FORTIER David M., A history of Savage Arms war Fire Arms News, 06/01/2022 (lennet d'an 12/05/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) FORTIER David, A brief history of Savage Arms e Rifle Shooter, 22/06/2011 (lennet d'an 12/05/2024)
  3. (en) Firearms war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 12/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan