John James Kelly, anavezet gwelloc'h gant an anv Seán Kelly, ganet d’ar 24 a viz Mae 1956 e Carraig na Siúire, a oa ur marc'hhouarner a-vicher eus Iwerzhon. Redet en deus etre 1977 ha 1994, hag unan eus ar rederien wellañ eo bet evit ar “redadegoù klasel” (un devezh, evel Pariz-Roubaix, Liège-Bastogne-Liège) ha redadegoù dre dennadoù, reoù verr dreist-holl evel Pariz-Niça, gounezet gantañ seizh gwech diouzh renk, Tro Bro-Vask (3 gwech), Tro Bro-Suis (2 wech)... Evit ar redadegoù hir (evel Tro Bro-C'hall e oa mat evit ar renkadur dre boentoù dreist-holl), met ar maout a zo aet gantañ ur wech e Tro Bro-Spagn. E-pad 6 c'hwec'h bloavezh eo bet lakaet da niverenn 1 rederien wellañ ar bed e renkadur ar FICP. 193 redadeg a-vicher en deus gounezet en holl.

Seán Kelly e 2009.

Liammoù diavaez kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.