Ur rouantelezh e mervent Bro-Gembre a oa Seisyllwg. Krouet e oa bet gant ar roue Seissyll, un diskennad eus Usai, mab roue Ceredig Ceredigion. Roue Ceredigion e oa e-pad ar VIvet kantved. Aloubiñ a reas Dyfed hag a-benn stagañ Ystrad Tywi e teuas.

Seisyllwg

680 – 920
Location of Rouantelezh Seisyllwg
Location of Rouantelezh Seisyllwg
Rouantelezhioù ar Grennamzer e Kembre
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
' Krennamzer
 - Krouidigezh 680
 - Krouidigezh Deheubarth 920

Seisyllwg e oa anvet rouantelezh unvanet Ceredigion hag Ystrad Tywi en e enor. War-dro 800 e stagas outi rouantelezhioù Builth ha Gwerthrynion ha da rouantelezh pennañ Kembre ez eas. Dieub a chomas ar rouantelezh betek 872 pa veuzas e roue diwezhañ Gwgan ap Meurig. Tremen a reas ar rouantelezh da Angharad ferch Meurig ha, drezi, d'he breur Rhodri Mawr a roas anezhi d'e vab Cadell ap Rhodri. Goude-se e voe renet Seisyllwg gant ur skourr eus tiegezh roueel Gwynedd evel un isrouantelezh.


Tud brudet ganet e Seisyllwg kemmañ


Listenn roueed Seisyllwg (disklaer eo an amzeriad) kemmañ

Tiegezh Seisyll kemmañ

Tiegezh Gwynedd kemmañ

Unvaniezh gant Dyfed kemmañ

E 920 kantved e voe unvanet Seisyllwg ha Dyfed gant Hywell Dda da grouiñ Deheubarth

Daveoù kemmañ

  • Davies, John, "A History of Wales" (Originally: Hanes Cymru), Penguin Books, 2007, ISBN 978014028475