Selim III, ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1761, a voe 28vet sultan an impalaeriezh otoman.

Selim III

Mab e oa da Mustafa III ha niz Abdülhamit I.

Ren a reas eus 1789 betek 1807.

Yaouankiz kemmañ

Un deskadurezh a-zoare a voe roet dezhañ ha dedennet-bras e oa gant ar sonerezh hag ar varzhoniezh. Eskemm a reas lizheroù gant roue Bro-C'hall, Loeiz XVI.

Ren kemmañ

Pignat a reas war an tron d'ar 7 a viz Ebrel 1789 pa oa c'hoazh an impalaeriezh otoman o vrezeliñ ouzh Aostria ha Rusia. Ar peoc'h a voe sinet gant an div vro-se e 1792.

Ne badas ket ar peoc'h pell amzer rak arme Bro-C'hall, renet gant Napoleon Bonaparte, a aloubas Egipt, ur proviñs d'an impalaeriezh, e 1798.

D'an 29 a viz Mae 1807, un emsavadeg a-berzh an arme a zistroadas Selim III evit lakaat e genderv Mustafa en e blas.

Ur bloaz goude, d'an 28 a viz Gouere 1808, e voe lazhet Selim diwar urzh ar sultan nevez.




En e raok:
Abdülhamit I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
 
17891807
War e lerc'h:
Mustafa IV