Setif

kumun Aljeria

Setif (سطيف en arabeg) zo ur gêr en Aljeria, lec'hiet 365 km er reter-izel Aljer ha 130 km er c'hornôg-izel eus Konstantin.

Kêr Setif gwelet eus an oabl


Lec'hiadur en Aljeria

Setif Setif

Sonerezh kemmañ

An trede sonerezh karet gant an dud evit festoù aljerian, ar « stafi », « ar rai », hag ar sonerezh kabil diazezet eo war un ton orin eus Constantine, ar sonerezh a zo bremañ e pep fest giz ar Maghreb.

D'ar Meurzh 8 a viz Mae 1945 kemmañ

Lazhadeg e Setif. Kroget eo bet al lazhadeg gant ur poliser en devoa lazhet ur skout yaouank musulman, gant banniel Aljeria e oa ha huchet en devoa « l'Algérie libre et independante ». Lazhet eo bet gant ur poliser. Neuze e oa kroget an emgann etre ar vanifesterien vusulman hag ar poliser, ha setu e gwirionez krog brezel dieubidigezh Aljeria. Bet ez eus ouzhpenn da 22 000 den gloazet ha 45 000 lazhet e-kerzh darvoudoù Setif.

Adalek 8 eur mintin, e oa un engroes a dud, war-dro 10 000 den, a oa staliet dirak moskeenn an ti-gar. Difeuls ha hep arm ebet, e kane ar vanifesterien luganoù peoc'h ha frankiz.

En ur gwelet ur banniel Aljerian gwer ha gwenn a oa bet difarlet war an hent, e oa deuet ar boliserien da dagañ an engroez a dud evit laerezh ar banniel. Maer ar gêr a c'houlennas chom hep tennañ. Met aze eo kroget holl pa dennas un enseller o lazhañ paotr e vanniel. Gant-se e krogas an holl da tennañ. Goude bezañ bet lazhet an den gant e vanniel, an holl Aljerianed o doa respontet gant tennoù, evit en em zifenn, ha lazhet o doa meur a Europad. Met ne blij ket se d'ar C'hallaoued : kalz a dud a zo bet lazhet er straedoù hag er c'harterioù etre an div gêr bouezus. Lavaret eo bet gant ar gazetenn c'hall e oa un darvoudenn aozet graet gant sponterien Aljeria.

E-pad ur sizhunvezh, arme Bro-C'hall, sikouret gant kirri-nij ha kirri-arsailh, a oa dirollet war boblañs ar vro en ur lazhañ en dizenor. Gant fulor an Aljerianed, ar gouarnamant gall a respontas en ur gas holl nerzh ar boliserien, archerien, an arme, memes ar CRSed, an harzhlammerien, hag ar warded-bro, da fuzuillañ an Aljerianed eus forzh peseurt oad, zoken ar re dizifenn.

Bez' e vo war-dro kant Europad lazhet ha kemend-all gloazet. Pennoù bras Bro-C'hall o deus lavaret e oa bet lazhet 1165 Aljerian ; gwazadurioù-kuzh an Amerikaned en Alje e 1945 o deus kontet 17 000 marv ha 20 000 gloazet ; hag ar gouarnamant aljerian a lavar e voe 45 000 den lazhet. An istorourien c'hall a gont etre 6 000 ha 8 000. Ober a ra miliadoù a Aljerianed lazhet memes tra.

Gevellerezh ha kevelerezh kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Mahfoud Kaddache, Il y a trente ans le 8 mai 1945, Edition du Centenaire, Pariz, 1975