Ar Sicherheitsdienst (Servij Surentez), pe Sicherheitsdienst des Reichsführers-SS (Servij Surentez ar Reichsführer-SS) e anv leun, berraet en SD, a oa skourr spiañ an SS hag ar Strollad Nazi. Krouet e voe e 1931, hag an aozadur kentañ e voe a-fet spierezh nazi. Gwelet e veze evel damheñvel ouzh ar Gestapo (savet e 1933) dre ma tegemere izili eus an SS hag o doareoù d'ober. Etre 1933 ha 1939, an SD a oa meret gant ur burev SS dieub. Goude-se e oa bet sujet d'an aozadur penn surentez er Reich, ar Reichssicherheitshauptamt pe RSHA. Deuet e oa da vezañ unan eus ar seizh burev/departamant. Kentañ rener an SD e oa bet Reinhard Heydrich. C'hoant en doa hennezh da lakaat pep den en Trede Reich da vezañ "evezhiet dizehan".

Sicherheitsdienst
intelligence agency
Deiziad krouiñ5 Her 1931 Kemmañ
Anv ofisielSicherheitsdienst des Reichsführers-SS Kemmañ
Anv berrSD Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
DiazezerHeinrich Himmler Kemmañ
PrezidantReinhard Heydrich Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°30′24″N 13°23′2″E Kemmañ
Applies to jurisdictionTrede Reich Kemmañ
Aozadur mammSchutzstaffel, Reichssicherheitshauptamt Kemmañ
Sez sokialBerlin, München Kemmañ
Deiziad divodadur8 Mae 1945, 10 Her 1945 Kemmañ
Map
Simbol an SD