Sigeheard Essex a voe roue Essex asambles gant e vreur Swaefred eus 694 da 709. E 705 en doe tabut gant Ine Wessex peogwir en doa gwarezet unan eus e gevelerien. An enkadenn a badas betek sinod Brentford ma'z asantas Sigeheard o c'has kuit eus e rouantelezh tra ma prometas Ine ne dagje ket Essex. Disklaer eo darvoudoù arall ar ren ha n'ouzomp ket hag-eñ e renas asambles betek 709 Sigeheard ha Swaefred pe hag-eñ e varvas Swaefred kent e vreur.

En e raok 
Sebbi
Roue Essex War e lerc'h
Offa