Silvanus pe Sylvanus e oa doue roman ar c'hoadoù. Seblantout a ra dont eus an doue etrusk Selvans. Faunus, hag a oa doue ar maezioù kentoc'h, a oa hini ar c'hoadoù ivez koulskoude.

Silvanus

Meneget eo Silvanus gant Cato an Henañ en e oberenn De agri cultura: ur c'hinnig a vez graet da Meurzh Silvanus evit yec'hed ar chatal.

Heñvelekaet eo bet ouzh an doue kelt Sukellos.