Er yezhoniezh e vez implijet an termen sinairezenn (diwar ar henc'hresianeg: συναίρεσις; saoz: synaeresis) evit komz eus un doare metaplasmenn ma vez kurzet div vogalenn an eil war-lerc'h eben betek dont da vezañ un diftongenn, da skouer en alamaneg:

ideal ("peurdereat"): distagadur unvan: [ideˈʔaːl] pe [ideˈaːl], distaget alies gant sinairezenn [iˈdjaːl].

Bez' e c'hell bezañ degemeret seurt degouezhioù er yezh unvan dre skrid tra ma'c'h a ur yezh war gemmañ a-hed ar wezh pe bez' e c'hellont bezañ implijet dre gomz pe e rannyezhoù 'zo nemetken.


Gwelit ivez: kemmañ