Ar Skagerrak zo un doare pleg-mor etre kreisteiz Norvegia, aod kornôg Sveden ha hanternoz ledenez Jylland (Danmark). Liammañ a ra ar c’h-Kattegat ouzh Mor an Hanternoz.

Kattegat ha Skagerrak.

En em astenn a ra war-hed 32 000 km² pe war-dro, gant 240 km hed ha 130–145 km led. 210 metr eo e zonder well-wazh ha mont a ra betek 700 m dirak aodoù Norvegia.

Dre ar Skagerrak e tremen bigi e-leizh, da vont eus Mor an Hanternoz d’ar c’h-Kattegat ha pelloc’h d'ar Mor Baltel. Unan eus an daou dremen nemetañ ez eo etre an daou vor-se, gant Kanol Kiel a dreuz hanternoz Alamagn.

Dont a ra an anv eus Skagen, ur gêr e hanternoz Danmark, hag eus ar ger nederlandek rak, a dalvez strizh-mor, raz (evel en hor Beg ar Raz).