Skeul Mercalli a reer eus ur skeul rummata ar c'hrenoù-douar. Ur skeul subjektivel eo, diazezet war pegen bras eo emled an dismantroù stadet.

Istor kemmañ

Savet eo bet e 1902 gant ar vulkanologour Giuseppe Mercalli. Implijet-bras e voe betek ma voe savet skeul Richter e 1935. Muzuliañ a ra kreñvded ar stroñsadennoù santet hag ar reuz a c'hoarvez war gorre an douar, gant un dereziadur a ya eus 1 da 12.

Derezioù kreñvded kemmañ

Derezioù Emled ar reuzioù stadet
1 Ne spurmanter tamm fiñvadenn ebet. N'eo detektet ar c'hren-douar nemet gant binvioù kizidik hag un nebeudig tud e degouezhioù dibar.
2 Un nebeud tud a c'hall santout ur fiñvadenn ma vezont o tiskuizh ha/pe ma vezont en estajoù uhelañ savadurioù bras
3 E diabarzh ar savadurioù e vez santet un fiñvadenn gant kalz a dud. Fiñval a ra an traezoù a-istribilh. En diavaez padal, ne santer mann ebet.
4 An darn vrasañ eus an dud zo en diabarzh a sant ur fiñvadenn. Fiñval a ra an traezoù a-istribilh, ar prenestroù, ar pladoù, asiedoù, an dornelloù.
5 An darn vrasañ eus an dud a sant ar fiñvadenn. Dihuniñ a ra an dud morgousket. Stlakal a ra an dorioù, terriñ a ra al listri, fiñval a ra an taolennoù, cheñch plas a ra an traoù bihan, horjellat a ra ar gwez, fennañ dreist d'o endalc'herioù a c'hall an dourennoù ober.
6 An holl a sant ar grenadenn. Strobet eo kerzhed an dud, kouezhañ a ra an traezoù hag an taolennoù, frailhañ a c'hall plastr ar mogerioù ober, hejet-dihejet eo ar gwez hag ar bodoù. Reuzioù dister a c'hall c'hoarvezout e savadurioù savet fall met tamm droug frammadurel ebet.
7 Poan o devez an dud o chom en o sav. Santout a ra ar vleinerien eo hejet o c'harr. Un nebeud pezhioù arrebeuri a c'hall terriñ. Brikennoù a c'hall kouezhañ eus ar savadurioù. Reuzioù etre zo gant ar savadurioù savet mat, reuzioù bras a c'hall bezañ war ar savadurioù all avat.
8 Poan o devez ar vleinerien o vleinañ Fiñval a ra an tiez nebeut a azezoù dezho. Frammoù bras evel siminalioù pe savadurioù a c'hall gweañ ha terriñ. Reuzioù dister zo gant ar savadurioù savet mat, drastus eo ar reuzioù gant ar savadurioù all. Terriñ a ra skourroù ar gwez. Mard eo gleb an douar e c'hall frailhoù digeriñ en torgennoù. Cheñch a c'hall ober live an dour er puñsoù.
9 Reuzioù bras zo gant an holl savadurioù. Cheñch plas a ra an tiez hep azez. Un nebeud korzennoù danzouarel a dorr. Digeriñ a ra an douar
10 Diskaret eo ar pep brasañ eus ar savadurioù gant o azezoù. Kemend-all a c'hoarvez gant ar pontoù. Reuziet grevus eo ar stankelloù. Disac'hadegoù a c'hoarvez. Diheñchet eo naozioù ar stêrioù. Frailhoù ledan a weler war an douar. Plegañ a ra al linennoù-houarn.
11 En o foull e kouezh ar pep brasañ eus ar savadurioù. Diskaret ez eus pontoù. Distrujet eo ar c'horzennoù danzouar.
12 Distrujet eo tost pep tra. Fiñval a ra al leur a-wagennadoù Dilec'hiañ a c'hall melloù tammoù reier bras.

Gwelet ivez kemmañ