Sklêrijenn deñval

Ar sklêrijenn deñval pe sklaer-ha-teñval, a zo chiaroscuro en italianeg, zo un doare da livañ ma vez lakaet takadoù sklaer e-kichenik takadoù teñval, hep takad damsklaer pe damdeñval etreze, evit krouiñ un efed kriz. Ijinet e voe an doare-ober-se gant al livour italian Polidoro da Caravaggio (?-1543), met brudet e voe gant Michelangelo Merisi (1571-1610), lesanvet "il Caravaggio" hag e warlerc'hidi, ha goude gant tud eus an hanternoz, evel Rembrandt.

Galvidigezh Sant Mazhev gant Caravaggio
Chiaroscuro en un daolenn gant Rembrandt

E kalz a vroioù e reer ivez gant an anv orin italianek, chiaroscuro (IPA: [kjarosˈkuːro], ur meskaj etre chiaro (sklaer) hag oscuro (teñval).

Pennadoù kar kemmañ