Spike Lee zo ur senarioour, filmaozer ha produer stadunanat. Ganet e oa d'an 20 a viz Meurzh 1957 en Atlanta (Georgia) dindan an anv Shelton Lee.

Spike Lee e Festival Cannes 2018.
Spike Lee e Festival Cannes 1999.

Lakaat a ra e filmoù ar pouez war an Afroamerikaned alies, o c'hudennoù identelek ha sokial. E touez an aktourien dibar o deus kroget gantañ emañ Denzel Washington, Halle Berry, Samuel L. Jackson ha John Turturro. C'hoariet en deus en un 10 bennak eus e filmoù. Produet en deus ouzhpenn 35 film abaoe 1983 gant e gevredad 40 Acres and a Mule Filmworks staliet en New York.

Ret eo bet dezhañ meur a briz, en o zouez un Oskar a enor e 2016 ha Prix meur Festival Cannes e 2018.

Filmadurezh kemmañ