Ur pennad Teifi zo ivez.

Ar stêr Teifi (Afon Teifi e kembraeg) zo ur stêr eus Kembre, e kreiz ar vro. Redek a ra eus Llyn Teifi, e hanternoz Ceredigion, d’en em deurel er mor e Bae Ceredigion e-kichen Aberteifi. Gant he naoz e vez merket ar vevenn etre kontelezhioù Ceredigion ha Sir Benfro.

Ar stêr Teifi o redek a-dreuz geunioù Cors Caron.

Tremen a ra an Teifi dre gêrioù Pontrhydfendigaid, Tregaron, Llanddewi Brefi, Llanbedr Pont Steffan, Llanybydder, Llandysul, Castell Newydd Emlyn ha Cenarth a-raok en em gavout e-kichen Aberteifi. A-raok Pontrhydfendigaid e tremen ar stêr hebiou rivinoù abati Ystrad Fflur. A-raok Tregaron e tremen dre un tolead geunioù anvet Cors Caron pe Cors Goch Glan Teifi. E kornad Cenarth e vez stank an eoged er stêr.