Ur stagell-isurzhiañ zo ur ger a zo e gefridi stagañ un islavarenn ouzh ur bennlavarenn d'ober ur frazenn.

Stagelloù-isurzhiañ ar brezhoneg kemmañ

Meur a rumm zo anezho, hervez o stumm, ha hervez o ster.

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-abeg kemmañ

  • abalamour ma
  • dre ma, dre an abeg ma
  • o vezañ ma
  • pa
  • peogwir
    • Gleb-teil on peogwir en deus graet glav-pil
  • rak ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-bal kemmañ

  • ma
  • evit ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-stag kemmañ

  • a
  • hag a
  • ha ne
  • na

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-amzeriañ kemmañ

  • abaoe ma
    • Ne labour ket mat er skol ken abaoe ma eo distro eus e vakañsoù
  • a-barzh ma
  • adal ma, adalek ma
  • a-greiz ma
  • a-raok ma
    • Ar yer a vez dihun a-raok ma vez savet an heol
  • bep gwech ma (bep taol, bep tro ma; seul wech, seul daol, seul dro)
  • bep ma
  • betek ma
  • dre ma
  • e-keit ma
  • en amzer ma
  • endra
  • endra ma
  • e-pad ma
  • evel ma
  • goude ma
  • kenkent ma
  • ken lies gwech ma
  • kent ma
  • pa (diouzhtu pa)
  • setu ma
  • tra ma
  • ur wech ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-enebiñ kemmañ

  • daoust ma
  • goude ma
  • petra bennak ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-lec'h kemmañ

  • ma
  • e-lec'h ma, el lec'h ma, lec'h ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-geñveriata kemmañ

  • evel a, evel ma
  • evel pa, a zo stagell ar martezeañ kenkoulz all
  • eget ma/na, evit ma/na
  • ken ... ma, ken ... ken, ha kement ... ma, kement ... ken,
  • seul ... ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-heuliad kemmañ

  • kement ma
  • ken ... ma
  • kement ha ken bihan ma

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-vartezeañ kemmañ

Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-c'houlennata kemmañ

  • ha
  • hag-eñ

Stagelloù-isurzhiañ al lavarenn-diskuliañ kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ